id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
168928
https://br.wikipedia.org/wiki/Pisuerga
Pisuerga
Ar Pisuerga zo ur stêr e Spagn, adstêr d'an Duero. Eieniñ a ra e kumun La Pernía, e norzh proviñs Palencia, tremen a ra dre gêr Valladolid ha kemberiñ e lez dehou an Duero tostik da C'heria e proviñs Valladolid. Adstêrioù Esgueva Carrión Arlanza Pennadoù kar Cabezón de Pisuerga Cervera de Pisuerga Valbuena de Pisuerga Stêrioù Spagn Douro
168929
https://br.wikipedia.org/wiki/Geria
Geria
Geria zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
168930
https://br.wikipedia.org/wiki/Viloria
Viloria
Viloria zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
168931
https://br.wikipedia.org/wiki/Amusquillo
Amusquillo
Amusquillo zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
168932
https://br.wikipedia.org/wiki/Wamba%20%28Valladolid%29
Wamba (Valladolid)
Wamba zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Istor D'ar 1 añ a viz Gwengolo eus bloaz 672 e oa bodet uhelidi vizigot e kêriadenn Gertici, pe Gérticos, e-lec'h ma oa marvet ar roue Recesvinto, hag eno e voe roet ar gurunenn da Wamba. Diwar neuze e vije bet roet anv ar roue nevez d'ar gêriadenn. Kumunioù Kastilha ha León
168933
https://br.wikipedia.org/wiki/Wamba
Wamba
Wamba zo anv meur a dra. Wamba, roue ar Vizigoted (672-680) Wamba (Valladolid), kumun e proviñs Valladolid, e Spagn, ma voe anvet Wamba da roue.
168934
https://br.wikipedia.org/wiki/Wamba%20%28roue%29
Wamba (roue)
Wamba a oa roue ar Vizigoted (672-680) e Spagn er war-lerc'h Recesvinto. Istor D'ar 1añ a viz Gwengolo eus ar bloaz 672 e oa bodet uhelidi vizigot e kêriadenn Gertici, pe Gérticos, e-lec'h ma oa marvet ar roue Recesvinto, hag eno e voe roet ar gurunenn da Wamba. Diwar neuze e vije bet roet anv ar roue nevez d'ar gêriadenn a zo hiriv Wamba, e proviñs Valladolid. Goulenn a reas Wamba bout kurunennet en Toledo, evit ma ne vije ket arvar war e c'halloud. Eno e voe roueet d'an 20 a viz Gwengolo gant an eskob Quirico en iliz San Pedro y San Pablo. War e lerc'h e renas Ervigio. Rouaned ar Wizigoted
168936
https://br.wikipedia.org/wiki/Arga%C3%B1%C3%ADn
Argañín
Argañín zo ur gumun eus proviñs Zamora e Spagn, war lez an Duero.
168937
https://br.wikipedia.org/wiki/Ervigio
Ervigio
Erwig, pe Ervigio, a oa roue ar Vizigoted e Spagn er war-lerc'h ar roue Wamba. Rouaned ar Wizigoted
168938
https://br.wikipedia.org/wiki/Brooke%20Knapp
Brooke Knapp
Nancy Brooke Knapp (bet ganet e 1940) zo un nijerez, ur gouraterez tiez hag un embregourez stadunanat a stalias pe a bilas tremen 100 rekord ar bed a-fed tizh, en o zouez an tizh brasañ tro-dro d'ar bed en un nijerez dre zazloc'h nannsoudard, en ur leviañ ur G-1159A Gulfstream III. Buhez E 1958 e voe diplomet Nancy Brooke gant ar Winter Haven High School e Florida ; goude-se e voe diplomet gant ar brasañ enor (summa cum laude) gant Skol-veur Kalifornia e Los Angeles. Spontet e veze gant ar beajoù dre garr-nij betek he dimez gant Charlie Knapp, a roas kentelioù leviañ dezhi. Adalek 1983 e pilas meur a rekord tizh E 1984 ec'h aozas Nancy Brooke Knapp The Flight for World's Children, "an nijadenn evit bugale ar bed" : leviañ a eure a-dreuz Republik Pobl Sina hag an Unaniezh Soviedel, ma tegasas lizheroù a beoc'h hag a vignoniezh bet skrivet gant bugale stadunat evit bugale er bed a-bezh ; dre-se e tastumas tost da ur milion a zollaroù evit UNICEF. Tri garedon a voe deroet dezhi goude-se : ar Federal Aviation Award for Extraordinary Service digant gouarnamant SUA, an Harmon Trophy digant an National Aeronautic Association e Washington, D.C., hag an Diplom Paul Tissandier digant ar Fédération Aéronautique Internationale. Levrlennadur Carroll V. Glines : Round-the-World Flights, PotomacBooks, 2003, pp. 192–194 Notennoù Nijerezed Nijerezed SUA Istor an nijerezh Ganedigezhioù 1940
168939
https://br.wikipedia.org/wiki/Granja%20de%20Moreruela
Granja de Moreruela
Granja de Moreruela zo ur gumun eus proviñs Zamora e Spagn.
168941
https://br.wikipedia.org/wiki/Granja%20de%20Rocamora
Granja de Rocamora
Granja de Rocamora zo ur gumun e Spagn e proviñs Alacant, e kumuniezh València.
168942
https://br.wikipedia.org/wiki/Guardamar%20del%20Segura
Guardamar del Segura
Guardamar del Segura zo ur gumun e Spagn, e proviñs Alacant, e kumuniezh València.
168943
https://br.wikipedia.org/wiki/Callosa%20de%20Segura
Callosa de Segura
Callosa de Segura zo ur gumun e Spagn e proviñs Alacant, e kumuniezh València.
168944
https://br.wikipedia.org/wiki/La%20Vila%20Joiosa
La Vila Joiosa
La Vila Joiosa (pe la Vila), zo ur gumun e Spagn, e komark Marina Baixa, e proviñs Alacant, e kumuniezh València.
168946
https://br.wikipedia.org/wiki/Carl%20Walther
Carl Walther
Walther zo ur produer armoù-tan alaman savet e 1886 e Zella-Mehlis e Thüringen. E kêr Ulm emañ sez sokial an embregerezh bremañ. Istor Carl Wilhelm Freund Walther a zigoras e stal fuzuilhoù gentañ e 1886 e Zella-Melhis (Thüringen). Kregiñ a reas e 1908 da broduiñ pistolennoù diwar atiz e vab henañ, Fritz Walther. Ar patromoù kentañ eus 1 da 5 hag eus 7 da 9 a oa kambret e .25 ACP (6.35mm) ha .32 ACP (7.65mm). Ar patrom 6 e oa an hini kentañ gant Walther kambret e 9mm Luger ; ne reas ket berzh hag ur mil bennak a voe produet nemetken. E 1929 e krogas da broduiñ ar rummad pistolennoù brudet Walther PP Polizeipistole (pistolennoù polis). E 1931 e kendalc'has gant ar PPK kentañ (Polizeipistole Kriminalmodell, da lavaret eo « pistolennoù evit an ensellerien »). An daou rummad PP ha PPK a oa kambret e .22 Long Rifle, .32 ACP, .380 ACP hag un nebeud anezho e .25 ACP. Ar PP a oa ar pistolennoù kentañ produet a-yoc'h gant teknik ar c'hoagañ. E 1938 e voe diuzet ar Walther P38 9mm gant ar renad nazi evit kemer plas al Luger P08 er Wehrmacht. Adalek 1942 betek 1945 e voe implijet prizonidi kamp-bac'h Neuengamme gant an embregerezh. Ul labouradeg a voe savet war-eeun er c'hamp. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe distrujet labouradegoù an embregerezh ha lakaet Zella-Mehlis en takad soviedel. Ne chome nemet steuñvioù ha brevedoù armoù diwar Walther. Fritz Walther a adkrogas pep tra en-dro hag a savas ul labouradeg en Ulm (Republik Kevreadel Alamagn). Ablamour d'ar berzioù war ar produiñ armoù e krogas da sevel mekanikoù-jediñ ha prestik goude armoù dre aer gwasket E 1957 e adkrogas Walther da broduiñ ar P38, adanvet P1, da bourveziñ ar Bundeswehr gant armoù-dorn. Fritz Walther a varvas e 1966. E vab Karl-Heinz a gasas produiñ an embregezh war-zu an armoù sport. E 1993 e voe prenet Walther gant Umarex Sportwaffen (bremañ ur rann eus PW Group), eus Arnsberg e Nordrhein-Westfalen. Kendalc'het e voe ar produiñ armoù dindan an anv Walther en Ulm hag en Arnsberg. E 1999 e teuas an embregerezh stadunanat Smith & Wesson da vezañ enporzhier Walther e Stadoù-Unanet Amerika. PW Group a savas e 2012 Walther Arms, Inc. e Fort Smith (Arkansas) e bal gwerzhañ armoù Walther er Stadoù-Unanet. Produioù Pistolennoù Pistolennoù dre aer gwasket Walther LP53 Fuzuilhoù Walther G43 Walther G22 Walther WA 2000 Karabinennoù Walther KKJ22 Hornet Walther KKJ22 LR Karabinennoù dre aer gwasket Walther KK300 Walther KK500 Sevenadur • Ar Walther PPK eo arm muiañ-karet ar spier saoz James Bond. Liammoù diavaez Lec'hienn Walther en Europa Daveennoù Armoù-tan Embregerezhioù Alamagn Embregerezhioù armoù-tan
168947
https://br.wikipedia.org/wiki/Antony%20Blinken
Antony Blinken
Antony Blinken, ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1962 e New York, zo un diplomat amerikan. Sekretour-Stad Stadoù-Unanet Amerika eo abaoe miz Genver 2021. Micher politikel Antony Blinken en deus labouret da gentañ gant Barack Obama, hag eñ eilsekretour-Stad etre 2015 ha 2017 da skouer. Brudet eo dreist-holl evit bezañ ar sekretour-Stad e karg eus Stadoù-Unanet, anvet gant Joe Biden. Perzh en deus kemeret e meur a zarvoud etrebroadel pouezus, evel ar brezel etre Rusia hag Ukraina hag ar brezel etre Israel hag an Hamas. Ganedigezhioù 1962 Politikourien Stadoù-Unanet Amerika Diplomatiezh Yuzevien SUA
168949
https://br.wikipedia.org/wiki/Valles
Valles
Valles zo ur ger hag a dalv traoñiennoù. Kavet e vez en anvioù-lec'h hag evel anv-tiegezh e katalaneg, spagnoleg hag okitaneg. Anvioù-lec'h Vallès, ur rannvro istorel e Katalonia, Vallés, ur gêr vihan e Kumuniezh València. Tud Jules Vallès pe Vallez (1832-1885), skrivagner, kazetenner ha politikour gall Adrián Vallés, blenier kirri spagnol Gwelout ivez Valls Vallée Lec'hanvadurezh Anvioù-tiegezh
168950
https://br.wikipedia.org/wiki/Gavin%20Newsom
Gavin Newsom
Gavin Newsom, ganet d'an 10 a viz Here 1967 e San Francisco, zo ur politiker stadunanat. Un demokrat eo, bet eo bet maer San Fransisco ha bremañ eo 40 gouarnour Kalifornia. Ganedigezhioù 1967 Politikourien Stadoù-Unanet Amerika
168951
https://br.wikipedia.org/wiki/Mar%C3%ADa%20Conchita%20Alonso
María Conchita Alonso
María Concepción Alonso Bustillo, ganet d'an 29 a viz Even 1957), brudet evel María Conchita Alonso, zo un aktourez, kanerez ha miss, bet dilennet Miss World Venezuela 1975 ha bet dileuriadez Venezuela er genstrivadeg Miss Bedel 1975 hag echuet 7vet. Kroget eo hi da c'hoari e filmoù Hollywood er film Moscow on the Hudson (1984) gant Robin Williams. Goude-se eo bet o c'hoari en Touch and Go (1986), Extreme Prejudice (1987), The Running Man (1987) gant Arnold Schwarzenegger, Colors (1988), Vampire's Kiss (1989), Predator 2 (1990) ha The House of the Spirits (1993). Notennoù ha daveennoù Ganedigezhioù 1957 Aktourezed Venezuela Kanerezed Venezuela Stourmerien evit ar gwirioù LGBT
168952
https://br.wikipedia.org/wiki/O%20Tannenbaum
O Tannenbaum
O Tannenbaum ( [oː ˈtanənbaʊm]; "O saprenn"), anavezet e saozneg evel "O Christmas Tree", hag e galleg evel "Mon beau sapin", zo ur ganaouenn alamanek a vez kanet war-dro Nedeleg. Da gentañ ne oa ket ur ganaouenn Nedeleg, met tamm-ha-tamm eo deuet da vezañ arouez gwezenn Nedeleg. En alamaneg Ar c'homzoù koshañ anavezet a oa bet savet e 1550. Un doare all a voe savet e 1615 gant Melchior Franck, ha troet e meur a yezh. An doare alamanek anavezetañ zo un destenn savet e 1824 gant Ernst Anschütz, ograour ha kelenner e Leipzig, a oa neuze e Rouantelezh Prusia. E galleg Ur stumm gallek zo bet adal 1856. Kanaouennoù alamanek
168953
https://br.wikipedia.org/wiki/Monforte%20del%20Cid
Monforte del Cid
Monforte del Cid zo ur gumun e Spagn e proviñs Alacant, e kumuniezh València.
168954
https://br.wikipedia.org/wiki/Cooler%20Master
Cooler Master
Cooler Master Technology Inc. zo un embregerezh sevel pezhioù urzhiataer diazezet e Taiwan. Savet e oa bet 1992 ; an embregerezh a sav boestoù urzhiataer, pourvezerioù tredan. Ouzhpenn an dafar savet evit ar merk Cooler Master, an uzinoù a sav ivez dafar embregerezhioù all, evel NVIDIA (yenerien VGA), AMD (yenerien VGA), hag EVGA. An embregerezh zo sponsor meur a zarvoud eSport. Lod eus ar produioù savet gant an embregerezh Cooler Master zo bet priziet gant meur a iF product design award. Embregerezhioù urzhiataerezh Embregerezhioù Taiwan
168955
https://br.wikipedia.org/wiki/Abdur%20Rahman%20Khan
Abdur Rahman Khan
Abdur Rahman Khan ganet etre 1840 ha 1844 hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Here 1901, lesanvet, An Emir Houarn hag An Emir Dracula, a oa bet emir Afghanistan eus 1880 betek e varv e 1901. Ne ouier ket resis e peseurt bloavezh e oa ganet ; hervez darn eus ar mammennoù e vefe e 1830. Brudet eo evel unvaner meur Afghanistan, goude bloavezhioù a stourmoù kalet etre Afghaned. Disoc'het e oa war marc'hata al Linenn Durand gant an India Saoz. "Ren ar spont" a veze graet gant ar Saozon eus e zoare da ren, en abeg ma oa aotrouniek ha garv, hag e oa bet lazhet betek 100 000 a dud da vihanañ, gant e justis didruez, e-korf 21 bloavezh renad. Mont a reas da Anaon d'ar 1añ a viz Here 1901 gant droug-Sant-Urloù. Notennoù ha daveennoù Ganedigezhioù 1840 Marvioù 1901 Emired Afghanistan Politikourien Afghanistan Tud marvet gant droug-Sant-Urloù
168956
https://br.wikipedia.org/wiki/Coru%C3%B1a%20del%20Conde
Coruña del Conde
Coruña del Conde zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
168957
https://br.wikipedia.org/wiki/Conde
Conde
Conde (kont e brezhoneg) zo un anv a gaver en anvioù-lec'h hag en anvioù-tud e Spagn hag e Portugal. Lec'hioù Conde (Guimarães), freguesia e Guimarães, e Portugal Conde (Bahía), kumun e Brazil Conde (South Dakota), kêr e Stadoù Unanet Amerika Coruña del Conde, kumun e Spagn Villanueva del Conde, kumun e Spagn Tud Anabel Conde, kaneres spagnol Carmen Conde, skrivagnerez spagnol José Antonio Nieves Conde, filmaozer spagnol Patricia Conde, komedianez spagnol Santiago Abascal Conde, anavezetoc'h evel Santiago Abascal, politiker spagnol Sergio Álvarez Conde, melldroader spagnol Pennadoù kar Condé Condesa
168958
https://br.wikipedia.org/wiki/Cogeces
Cogeces
Cogeces zo un anv-lec'h spagnolek. Cogeces de Íscar, e proviñs Valladolid Cogeces del Monte, e proviñs Valladolid
168959
https://br.wikipedia.org/wiki/Sard%C3%B3n
Sardón
Sardón zo un anv gwez spagnolek ha hini meur a lec'h. Sardón de Duero, e proviñs Valladolid Sardón de los Frailes, e proviñs Salamanca Pennad kar Sardon
168960
https://br.wikipedia.org/wiki/Sard%C3%B3n%20de%20los%20Frailes
Sardón de los Frailes
Sardón de los Frailes zo ur gumun e Spagn, e Proviñs Salamanca, e kumuniezh emren Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
168961
https://br.wikipedia.org/wiki/Hinojosa%20de%20Duero
Hinojosa de Duero
Hinojosa de Duero zo ur gumun e Spagn, e Proviñs Salamanca, e kumuniezh emren Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
168962
https://br.wikipedia.org/wiki/Tremp
Tremp
Tremp zo ur gumun eus Katalonia, e Spagn, e proviñs Lleida.
168963
https://br.wikipedia.org/wiki/Sarroca%20de%20Bellera
Sarroca de Bellera
Sarroca de Bellera zo ur gumun eus Katalonia, e Spagn, e proviñs Lleida.
168964
https://br.wikipedia.org/wiki/Agramunt
Agramunt
Agramunt zo ur gumun eus Katalonia, e Spagn, e proviñs Lleida.
168965
https://br.wikipedia.org/wiki/Sarroca
Sarroca
Sarroca zo un anv-lec'h katalanek. Sarroca de Bellera Sarroca de Lleida
168968
https://br.wikipedia.org/wiki/Vi%C3%B1as
Viñas
Viñas zo ur gumun e proviñs Zamora.
168969
https://br.wikipedia.org/wiki/Vill%C3%A1rdiga
Villárdiga
Villárdiga zo ur gumun e proviñs Zamora.
168970
https://br.wikipedia.org/wiki/Villavendimio
Villavendimio
Villavendimio zo ur gumun e proviñs Zamora.
168971
https://br.wikipedia.org/wiki/Christmas%20Is%20Coming
Christmas Is Coming
Christmas Is Coming zo ur rimadell saoznek bet dastumet en . Dindan an niverenn 12817 eman e Roud Folk Song Index. Komzoù Sed ar c'homzoù: Christmas is coming, the goose is getting fat Please [do] put a penny in the old man's hat If you haven't got a penny, [then] a ha'penny will do If you haven't got a ha'penny, [then] God bless you! Rimadelloù saoznek
168973
https://br.wikipedia.org/wiki/La%20Hinojosa
La Hinojosa
La Hinojosa zo ur gumun eus Proviñs Cuenca e Spagn.
168974
https://br.wikipedia.org/wiki/Olivares%20de%20J%C3%BAcar
Olivares de Júcar
Olivares de Júcar zo ur gumun eus Proviñs Cuenca e Spagn.
168975
https://br.wikipedia.org/wiki/Olivares
Olivares
Olivares (olivezegi e brezhoneg) zo un anv-lec'h spagnolek, anezhañ furm lies Olivar (olivezeg), hag un anv-tiegezh. Lec'hioù Olivares (Sevilla), e proviñs Sevilla Olivares de Duero, e proviñs Valladolid Olivares de Júcar, e proviñs Cuenca Tud Kont Olivares, anv ofisiel Gaspar de Guzmán y Pimentel Ribera y Velasco de Tovar (1587-1645), politikour spagnol Melani Olivares, aktourez spagnol
168976
https://br.wikipedia.org/wiki/Gaspar%20de%20Guzm%C3%A1n%20y%20Pimentel
Gaspar de Guzmán y Pimentel
Gaspar de Guzmán y Pimentel Ribera y Velasco de Tovar, anavezet dreist-holl evel kont-dug Olivares (Roma, – Toro, ), a oa ur politiker spagnol a wad uhel, anezhañ kont Olivares, I dug Sanlúcar la Mayor, I dug Medina de las Torres, I kont Arzarcóllar, I priñs Aracena, gant ar roue Felipe IV. Ganedigezhioù 1587 Marvioù 1645 Konted Olivares Duged Spagn Jeneraled spagnol
168981
https://br.wikipedia.org/wiki/Refaat%20Alareer
Refaat Alareer
Refaat Alareer (arabeg: رفعت العرعير), ganet d'an 23 a viz Gwengolo 1979 hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 2023, a oa ur skrivagner, barzh, kelenner ha stourmer palestinian. Kelenn a rae lennegezh ha penaos dont da vezañ skrivagner e Skol-veur islamek Gaza ha kengrouet en doa an aozadur We Are Not Numbers, ar pal ganti krouiñ liamm etre skrivagnerien ar bed ha studierien Bandenn Gaza. Ganedigezhioù 1979 Marvioù 2023 Skrivagnerien Palestinia Skrivagnerien arabek Tud bombezet
168982
https://br.wikipedia.org/wiki/El%20Valle%20%28Granada%29
El Valle (Granada)
El Valle zo ur gumun e Spagn, e proviñs Granada, e kumuniezh emren Andalouzia. 25,91 km² zo dindani, ha 938 a dud a oa enni o chom e 2017, gant se ez eus enni 36,2 den dre km². Teir c'hêriadenn, kumunioù kozh anezho, a ya d'ober ar gumun: Melegís, Saleres, ha Restábal, ma emañ an ti-kêr. Istor E 1973 e voe krouet kumun El Valle gant kumunioù Restábal, Melegís ha Saleres.
168983
https://br.wikipedia.org/wiki/Endrinal
Endrinal
Endrinal zo ur gumun e Spagn, e Proviñs Salamanca, e kumuniezh emren Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
168984
https://br.wikipedia.org/wiki/Buenavista%20%28Salamanca%29
Buenavista (Salamanca)
Buenavista zo ur gumun e Spagn, e Proviñs Salamanca, e kumuniezh emren Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
168985
https://br.wikipedia.org/wiki/Bethesda%20%28Maryland%29
Bethesda (Maryland)
Bethesda zo ur gêr e Stadoù-Unanet Amerika, e Maryland. Tost eo d'ar gêr-benn, Washington, D.C.. E Bethesda emañ sez an diorroer c'hoarioù video Bethesda Softworks. Douaroniezh 38°59'05.0"N 77°06'47.0"W, er gwalarn war harzoù Washington, D. C.. Gorread : 34,52 km² Poblañs (2020) : 68 056 Stankted : 1 971 Kêrioù Maryland
168987
https://br.wikipedia.org/wiki/Los%20Angeles%20Lakers
Los Angeles Lakers
Los Angeles Lakers zo ur skipailh basketball stadunanat, stummet e Los Angeles, e Kalifornia. C'hoari a reont er c'hampionad basketball amerikan, an NBA. Savet e oa bet e 1947, gant an anv Lakers, ha staliet e oant e Minneapolis da gentañ. Abaoe 1961 e c'hoariont en anv Los Angeles gant ar c'h-Clippers. Setu un nebeud c'hoarierien brudet eus al Lakers, e-touez tud all : Kareem Abdul-Jabbar Wilt Chamberlain Magic Johnson Shaquille O'Neal Kobe Bryant LeBron James Kluboù basketball Sport e Stadoù Unanet Amerika
168992
https://br.wikipedia.org/wiki/Santovenia%20de%20Pisuerga
Santovenia de Pisuerga
Santovenia de Pisuerga zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn, war lez ar stêr Pisuerga.
168993
https://br.wikipedia.org/wiki/Becilla%20de%20Valderaduey
Becilla de Valderaduey
Becilla de Valderaduey zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn, war lez ar stêr Valderaduey.
168994
https://br.wikipedia.org/wiki/Valderaduey
Valderaduey
Ar Valderaduey zo ur stêr e -kreiz Spagn, adstêr d'an Duero war e lez dehoù. Gerdarzh Anavezet e oa ar stêr Aratoi a zeuas da vout Araduey ha goude Val d'Aratoi ha Valderaduey. Istor Er bloaz 949 e krenas an douar ken e voe kemmet naoz ar stêr. Pennad kar Cabezón de Valderaduey Stêrioù Spagn Douro
168995
https://br.wikipedia.org/wiki/Cervera%20de%20Pisuerga
Cervera de Pisuerga
Cervera de Pisuerga zo ur gumun e proviñs Palencia, en Castilla y León, e Spagn. E 2021 e oa 2277 a dud o chom enni.
168998
https://br.wikipedia.org/wiki/Cabreros%20del%20Monte
Cabreros del Monte
Cabreros del Monte zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn, war lez ar stêr Valderaduey.
169000
https://br.wikipedia.org/wiki/Framm%20keltiek%20Breizh
Framm keltiek Breizh
Framm keltiek Breizh, pe Institut celtique de Bretagne diouzh e anv gallek, a oa un ensavadur sevenadurel krouet d'an 20vet a viz Here 1941 diwar atiz Leo Weisgerber, heñcher arbennigour (sonderführer) anvet gant al lu alaman evit evezhiañ ar mediaoù e Gwalarn Kornog Bro-C'hall. Dilennet e voe Roparz Hemon en e benn. 200 den anavezet dre o oberiantizoù arzel ha sevenadurel o doa roet o anvioù evit kemer perzh e labourioù ar c'hevrennoù. Da get ez eas an aozadur dre ordrenañsoù goude an Dieubidigezh e 1944. Prientiñ Diouzh an darempredoù seven a veze etre Leo Weisgerber ha Roparz Hemon e voe posupl sevel ur raktres frouezhus evit an daou ouizieg hag en em anaveze a-raok ar brezel. O vezañ ma oa Leo Weisgerber ur c'helenner skol-veur ezel eus aozadurioù skiantel e vro e c'helle diskouez patrom an Deutsche Gesellschaft für Keltische Studien (Kevredigezh Bro-Alamagn evit ar studioù keltiek), ha ne oa ket posupl kemer perzh enni hep bezañ ezel eus ar Strollad Broadel ha Sokialour, strollad an Nazied. Evit Roparz Hemon, ur seurt skol-veur e-maez Skol-Veur ar Republik a seblante ur pal da dizhout en ur vodañ ar vegenn eus ar ouizieienzh hag ar strolladoù sevenadurel. Hag e sebant bezañ bet un taol mat, pa teuas 200 den e-barzh ar Framm keltiek. E-pad ar goañv 1941 e voe divizet sevel 39 c'hevrenn. Palioù Emvod meur kentañ e Naoned Dalc'het e voe an emvod meur kentañ e Naoned eus ar 14 betek an 17 a viz Mae 1942. Izili pennañ Georges Arnoux, Octave-Louis Aubert, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, Yann Bricler, Frañsez Debauvais, André Dézarrois, Youenn Drezen, Fañch Elies Abeozen, Arzel Even, Yann Fouéré, Florentin Goinard, Yves Hémar, Roger Hervé, Job Jaffre, Frañsez Jaffrennou, Reun Kreston, Jean Langlet, Florian Le Roy, Morvan Marchal, Jean Merrien, Jef ar Penven, Adolphe Piriou, Yann Poupinot, Raymond Tassel, Georges-Gustave Toudouze, Jean Trécan, André Vallé Levrlennadur Ronan Calvez, La radio en langue bretonne. Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias : deux rêves de la Bretagne, Rennes, PUR - CRBC, 2000, 330 p. Nelly Blanchard, Un agent du Reich à la rencontre des militants bretons : Leo Weisgerber, Brest, Emgleo Breiz – Brud Nevez, coll. Leoriou bihan, n° 11, 2003, 118 p. Francis Arzalier, Les régions du déshonneur : la dérive fasciste des mouvements identitaires au XXe siècle, Librairie Vuibert, 2014, 296 p. ISBN978-2-311-10015-0. Roger Cousin, Institut celtique de Bretagne, 9 Mezheven 2014. E-barzh al lec'hienn Mémoires de guerre Daniel Le Couëdic, André Dézarrois ou Janus chez les Bretons. Arroud ar pp. 155_176 Denis-Michel Boëll, Jacqueline Christophe et Régis Meyran (renerezh), Du folklore à l'ethnologie, Éditions de la Maison des sciences de l'Homme, 2009. ISBN9782735118496 Pennadoù nes Roparz Hemon Leo Weisgerber Skol-Uhel ar Vro Notennoù ha daveennoù
169001
https://br.wikipedia.org/wiki/Arthur%20Regnault
Arthur Regnault
Arthur Regnault, bet ganet d'an 13 a viz Mae 1839 e Baen-Veur hag aet d'an Anaon d'an 28 a viz Meurzh 1932 e Roazhon, a oa un tisavour breizhat. Ganedigezhioù 1839 Marvioù 1932 Savourien
169002
https://br.wikipedia.org/wiki/Kimi%20wa%20008
Kimi wa 008
Kimi wa 008 (君は008, "C'hwi eo 008") zo un heuliad mangaoù japanat skrivet ha treset gant Syun Matsuena.Embannet eo bet da gentañ a dammoù er gazetenn manga shōnen Weekly Shōnen Sunday perc'hennet gant Shōgakukan abaoe miz c'hwevrer 2018. Embannet eo bet ar chabistroù dre stumm 28 tankōbon e miz Here 2023. Tro-dro d'an heuliad manga El levrenn 2 e vez graet dave da Wunderwaffe an Trede Reich hag an Impaleriezh japanat. En ur vougev mirlec'h e vez gwelet un Tank lijer ispisial niverenn 3 Ku-Ro, un Heinkel Lerche hag ur Lippisch P.13a. Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Shōnen Mangaoù 2018 Mangaoù Ecchi
169003
https://br.wikipedia.org/wiki/Platinenn%20%28arm-tan%29
Platinenn (arm-tan)
Platinenn un arm-tan eo ar gwikefre a lak ur munision da vezañ skoet, pe flammet evit an armoù-tan koshañ. A bep seurt platinennoù a gaver. Ar ger platinenn a implijer diwar-benn an armoù-tan hiniennel dreist-holl. An obuzioù modern ne vezont ket skoet gant ur gwikefre ken met a-drugarez d'ur sistem tredan. Platinennoù an armoù kozh Emdroadur ar sistemoù en Istor 1400 : ar c'houlerinennoù a implije ur sistem dre zorn : ur vechenn flammet a veze lakaet gant an dorn war an toull e-lec'h ma oa poultr. 1450 : Platinennoù-mechenn : ar vechenn flammet a oa pozet dre ur sistem mekanik war an toull. 1500-1505 : Platinennoù-rod : un tamm pirit a frot ouzh ur rodig dantelet hag a brodu ur fulenn. Ganti e vez flammet ar poultr. Ur brastres platinenn-rod a weler war gCodex Atlanticus Leonardo da Vinci. Mekanikerezh ar platinennoù-rod a oa hir da sevel ha koustus. 1550 : Platinennoù Miquelet ha snaplock : un tamm kailhastr a ya da skeiñ ouzh ur blakenn vetal. 1612 : Platinennoù-kailhastr : ijinet gant ar Gall Marin Bourgeois, en deus mesket an daou sistem a oa a-raok. Ar poultr a zo lakaet en un toullig (loa) ha gwarezet gant ar golo-loa. Pa denner e vez savet ar golo-loa gant ar c'hi ha dont a ra e gailhastr da skeiñ ouzh ar poultr. Dre se e c'haller kargañ an arm kalz a-raok tennañ hep risk ne 'z afe kuit pe e vefe glebiet ar poultr. Ar platinennoù-kailhastr a voe implijet stank e-pad ar XVIIvet ha XVIIIvet kantved. Dilaosket e voe tamm-ha-tamm er bloavezhioù 1820 ha 1830. 1818 : Platinennoù-skeiñ : an armeurer Jean Lepage a ijinas etre 1807 ha 1810 an emorsiñ gant fulminat merkur, a oa efedusoc'h ha galloudusoc'h evit an emorsiñ gant poultr du implijet betek neuze. E 1818 e voe ijinet ar mod da lakaat ar fulminat merkur e kapsulennoù bihan gant un armeurer gall all, François Prélat. Dre se e voe krouet ar platinennoù-skeiñ : ar c'hi a zeue da skeiñ ouzh an emors fulminat merkur lakaet en ur siminal. Kaset e veze an darzhadenn dre ar siminal d'ar gulasenn, enni poultr du. War-dro 1828 e voe ijinet ar c'hartouchennoù brochennet gant ar Gall Casimir Lefaucheux. E 1845 e voe savet ar c'hartouchennoù modern kentañ, skoet war o zro, gant Louis-Nicolas Flaubert. Er sistemoù-se e oa bodet, evit ar wech kentañ, an holl elfennoù a gaver bremañ er c'hartouchennoù : emors, poultr, douilhez ha bannell. Platinennoù an armoù-dorn modern Pevar mod da vont en-dro a zo war an armoù-dorn modern, dezho kartouchennoù a-vremañ. Anvet e vezont peurliesañ diwar akronim o anvioù saoznek : SA, DA, SA/DA pe DAO. Platinennoù SA (Single Action, Un Ober) Ar revolverioù kentañ az ae en-dro en ur mod «un ober» nemetken (e saozneg SA, Single Action). Gant ar sistem-se, pouezañ war an draen a zieub ar skoer, met ne arm ket anezhañ. A-raok tennañ e ranker neuze armiñ ar mekanikerezh en ur sachañ war ar c'hi. Pa vez distegn ar c'hi war armoù un ober, pouezañ war an draen n'en devez efed ebet. Pouez-loc'hañ draen ur arm un ober zo izel (etre 1,5 kg ha 3 kg). War bistolennoù zo (Colt M1911 da skouer) e vez stegnet ar c'hi en un doare aotomatek bewech ma vez tennet. Platinennoù DA (Double Action, Daou Ober) War-dro 1850 eo bet ijinet ar revolverioù «Daou ober» kentañ (e saozneg DA, Double action). War an armoù-se, pa vez pouezet war an draen e vez stegnet ar c'hi tamm-ha-tamm ha distegnet a-daol-trumm evit ma vo skoet ar munision. N'eus ket ezhomm da armiñ ar c'hi gant an dorn a-raok tennañ, met hiroc'h eo red an draen ha muioc'h a nerzh a rank bezañ lakaet da bouezañ warni. Platinennoù SA / DA (Single Action / Double Action, Un Ober / Daou Ober) Ar braz eus an armoù-dorn modern a c'hall bezañ implijet en daou vod : pe en ur armiñ ar c'hi gant an dorn a-raok tennañ (SA), pe en ur implijout an draen nemetken da dennañ (DA). Pistolennoù evel ar SIG P220 pe ar Beretta 92 zo SA/DA. Platinennoù DAO (Double Action Only, Daou Ober Nemetken) E pistolennoù zo, evel ar Walther PPQ, eo kuzhet ar c'hi er mekanikerezh (morzhol a vez graet eus ar c'hi neuze), pe n'eus ket anezhañ tamm ebet (sistem hammerless ar pistolennoù Glock). DAO (Double Action Only) a vez graet eus ar platinennoù-se, peogwir n'haller ket armiñ ar c'hi e mod un ober. Pa denner an tenn kentañ gant ur bistolenn DAO eo uhel-kenañ pouez-loc'hañ an draen (etre 3,5 kg ha 8 kg). Priziet eo ar sistem-se gant ar polis (diaesoc'h eo tennañ ha nebeutoc'h a riskloù gwallzarvoudoù a zo) pe gant an armeoù : ablamour ne weler ki ebet ez eus nebeutoc'h a riskloù e yafe loustoni en arm da vare emgannoù e lec'hioù enne kalz poultrenn, fank pe traezh. Armoù-tan Pezhioù armoù-tan
169004
https://br.wikipedia.org/wiki/Muriel%20de%20Zapardiel
Muriel de Zapardiel
Muriel de Zapardiel zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn.
169005
https://br.wikipedia.org/wiki/Laguna%20de%20Duero
Laguna de Duero
Laguna de Duero zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn. Da gentañ ne oa nemet ur gperiadennig e-tal ul lenn dour sall al Laganuna de Duero (lenn), hiriv eo eil brasañ kêr ar broviñs.
169006
https://br.wikipedia.org/wiki/Geriaoueg%20an%20armo%C3%B9-tan
Geriaoueg an armoù-tan
A Adkargañ An adkargañ eo ar fed d'ober munisionoù er gêr diwar douilhezioù bet implijet dija. Marc'hadmatoc'h eo ar munisionoù graet er gêr evit ar re broduet en uzinoù peurliesañ. Gellet a ra bezañ graet gant munisionoù skoet e kreiz, met n'eo ket posubl adkargañ er gêr munisionoù skoet war o zro peogwir e vez labezet o douilhez pa denner gante. Pazennoù nesañ an adkargañ eo : naetaat hag adstummañ an douilhez ; ouzhpennañ un emors en douilhez ; lakaat ur gargad poultr en douilhez ; sternañ ur boled nevez war an douilhez. Arm-dorn Un arm-dorn a zo un arm-tan hiniennel graet evit bezañ implijet gant un dorn nemetken, evel ar revolverioù pe ar pistolennoù. Arm-skoaz Un arm-skoaz zo un arm-tan hiniennel graet evit bezañ skoaziet pe lakaet war ur skor (daoubez pe trebez da skouer) hag implijet gant an daouarn. Ar fuzuilhoù hag ar c'harabinennoù a zo armoù-skoaz. Arm-tan hiniennel An armoù-tan hiniennel a zo armoù a c'hall bezañ douget hag implijet gant un den nemetken. Mont a ra o c'halibr betek 12,7 mm peurliesañ (14,5 mm evit ar fuzuilh Sniper Alligator implijet gant arme Ukraina). Er rummad-mañ e kaver an armoù-dorn hag an armoù-skoaz. Armeurer Un armeurer(ez) zo un den hag a zo e vicher sevel, kempenn hag a-wechoù gwerzhañ armoù. Gellet a ra labourat evit un embregerezh armoù-tan, evit polis pe arme ur stad, pe bezañ emren. Ur stal e-lec'h ma werzher armoù a zo un armeuri. Aotomatek Un arm aotomatek a c'hell tennañ meur a voled a-dennadegoù pa bouezer ur wech nemetken war an draen. E Bro-C'hall eo renket an armoù-mañ er rummad A hervez lezenn (difennet d'ar siviled). B Bannadell Ur vannadell eo ar pezh a vez kaset er-maez eus un arm-tan pa denner, pe e vefe drajez plom pe ur boled. Banniel-test Ur banniel-test a zo un ostilh surentez, e plastek peurliesañ, a lakaer e kanol un arm-tan dre e gambr evit diskouez n'eus munision ebet prest da vezañ tennet ennañ. Alies e vez gantañ ul liv flamm (ruz, orañjez) disheñvel diouzh livioù boas an armoù, ha dre se e c'hall gwelet an holl en un taol-lagad emañ an arm e surentez. Er standoù-tennañ eo peurliesañ ret lakaat ur banniel-test en arm pa vez tud e takad ar sibloù. Beg ar c'hanol Dre veg kanol un arm-tan ec'h a ur vannadell er-maez. Boled Ar boled eo an tamm eus ar munision a vez kaset er-maez eus ar c'hanol, bihanoc'h e dreuzkiz evit 20 mm. Bourled Danvez ouzhpenn a gaver e-tro strad un douilhez. Ijinet eo bet evit ma talc'hfe e plas ar c'hartouchennoù e kambr an arm. Bourrell Bourrell a gaver er c'hartouchennoù chase etre ar poultr hag ar bannelloù. Pal ur vourrellenn eo dasparzhañ an nerzh produet gant tarzhadenn ar poultr war an holl blomennoù. CH Choke Ur choke, pe choke-bore, a zo ur pezh a lakaer e beg kanolioù ar fuzuilhoù chase da strishaat pe da ledannaat ar goumoulennad plomoù. Meur a vent a zo dezho : leun (full), 3/4, 1/2 pe 1/4. Cook off Ar cook off, cooking off pe tarzhadenn degaset gant an dommder a c'hoarvez a-wechoù an armoù dezhe ur sistem gant ur gulasenn serr. Tarzhañ a ra emors ar munision abalamour da dommder ar gulasenn hep ma ne vefe skoet. Grevus e c'hall bezañ seurt darvoud. D DA Double Action (daou ober), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn. Damaotomatek Un arm damaotomatek a denn ur vannadell bewech ma vez pouezet war e zraen. N'eus ket ezhomm da gambriñ ur munision nevez gant an dorn goude pep tenn : ur sistem gaz e gwikefre an arm a ra, betek ma vo goullo ar c'harger. E Bro-C'hall eo renket an armoù-mañ er rummad C hervez lezenn m'o deus un dalc'h 3 c'hartouchenn d'ar muiañ (rummad B a-hend-all). DAO Double Action Only (daou ober nemetken), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn. Daoubez Un daoubez a implijer da stabilaat ur fuzuilh pe ur garabinenn pa denner. Peurliesañ e stager anezhañ dindan ar c'hanol, war ur reilh pe en ur ruilhenn. A-wechoù eo enbarzhet en arm, evel war ar garabinenn Steyr Scout RFR. Darvoud-tennañ Un darvoud-tennañ a c'hoarvez pa ne denn ket un arm-tan pa bouezer war e zraen. Meur a abeg a c'hall bezañ d'an darvoudoù tennañ : munision stanket er gambr, kudenn gant ar c'harger, kartouchenn siek, gwinterell pe skoer torret, arm naetaet pe morailhet fall... Un darvoud-tennañ n'eo ket ur gwallzarvoud-tennañ. Dazlamm Un dazlamm a c'hoarvez pa vez diheñchet ur vannadell pe un tamm anezhi gant ar sibl tizhet pe un dra all. Gellet a ra bezañ dañjerus evit an tenner hag an dud tro-dro dezhañ. Aliet e vez d'an dennerien lakaat lunedoù-gwarez war o fri pa dennont : memes ma koll nerzh ur vannadell en ur zazlammat e c'hall bezañ dañjerus evit o daoulagad. Gant bannadelloù plom e vez izelaet ar riskl dazlammoù abalamour d'an danvez-se da vezañ gwakoc'h evit an dir, al leton pe ar c'houevr implijet mod-all. Decock An decock pe decocking (eus ar saozneg cock a dalvez ki un arm) a zo ur surentez war bistolennoù zo. A-drugarez d'ur boutoñs e c'haller distegnañ ar c'hi hep skeiñ ar munision. Distegn Distegn a verk stad ki un arm pa n'eo ket armet. Distrinker An distrinker a laka an douilhez goullo da lammat er-maez eus ar fuzuilh chase goude an tenn. Douilhez Douilhez ur munision eo ar pezh a chom en arm ur wech tennet ar vannadell. En douilhez e kaver ar poultr hag an emors. Er c'hartouchennoù chase e kaver ivez ar plom pe ar boled en douilhez. Douilhez distroñsañ Un douilhez distroñsañ a zo un douilhez faos a lakaer e kambr un arm pa vezer o tennañ hep munision ebet evit pleustriñ, evit chom hep labezañ ar skoer en ur lakaat anezhañ da skeiñ ouzh un elfenn eus an arm. Draen An draen eo ar pezh a bouezer warnañ gant ar biz-yod da lakaat un tenn da vont. Driv An driv a zo ul linenn a-blaen faltaziek war ur sibl. Ma stok ur boled a-gleiz pe a-zehou d'ar poent bizet eo ret reizhañ an driv. Un driv fall a c'hell dont eus an tenner, eus ar c'houch, eus al lunedenn, eus un arm pe eus elfennoù all (avel da skouer). E Emors An emors a servij da flammañ ar poultr a gaso ar vannadell er-maez eus ar c'hanol. War an armoù kentañ e veze implijet poultr du da emorsiñ an tenn. Etre deroù an ha kreiz an ez eus bet implijet fulminat merkur, a oa efedusoc'h evit ar poultr du met krignennus ha distabil. Abaoe e raer gant produioù all : stifnat plom, azotur plom (PbN6) pe nitrat bariom. Kartouchennoù skoet e o c'hreiz : an emors a zo e-kreiz strad ar gartouchenn. Ur wech skoet e c'hall an emors bezañ erlec'hiet hag an douilhez adkarget d'ober ur munision nevez. Ar braz eus ar munisionoù modern a implij ar sistem-se. Kartouchennoù skoet war o zro : an emors a zo e boureled an douilhez, tro-dro ar strad. N'hall ket an douilhez bezañ adimplijet goude an tenn. Munisionoù bihan a implij ar sistem-se peurliesañ, en o zouez an .22 LR, ar .17 HMR hag an .22 WMR. F Flyer Er sportoù-tennañ e raer flyer eus ur boled nijet pell eus ar stroll, abalamour d'an tenner, d'an endro, d'an arm pe d'ar munision. Fuzuilh Ur fuzuilh zo un arm-tan hir evit tennañ a-bell hag a rank sañset bezañ implijet gant an daouarn pe pozet war ur pezh (daoubez, trebez, sac'h) pa denner. E geriaoueg an arme ez eo ur fuzuilh un arm-tan dezhañ ur c'hanol rizennet. Pa raer anv eus armoù implijet er-maez eus an arme (evit chaseal dreist-holl) ez eo ur fuzuilh un arm dezhañ ur c'hanol flour pe meur a hini. G Galloud-herzel Galloud-herzel ur munision, e bed ar chase pe an armeoù, a verk pegen buan e c'hall un den pe ul loen skoet gantañ bezañ ehanet diouzhtu. Evit jediñ ar galloud-mañ e vez kemeret e kont energiezh ha stumm e vannadell. Ar c'halibroù .22 LR pe .25 ACP n'o deus ket ur galloud herzel uhel da skouer, met ar c'hontrol eo evit ar .45 ACP pe an 9 mm Parabellum da skouer. Ar bannadelloù kleuz o fenn a ledana pa stokont ouzh ur sibl en ur ober un toull brasoc'h. Uheloc'h eo o galloud-herzel neuze. Greunadenn Greunadenn a vez graet eus un arm tarzh bannet dre voaz gant an dorn (anvet neuze greunadenn dorn), met ivez gant stumm un obuzenn (strinkenn tarzh) skoet gant ur fuzuilh (greunadenn fuzuilh) pe ur banner-greunadennoù. Ar greunadennoù a-vremañ zo savet gant ur mir danvez tarzh, un distonier, ur skoer evit enaouiñ an distonier, an armañ a zo stanket gant ur surentez evit an dezougen. An implijer a rank tennañ ar surentez (ur walenn dre voaz) a-raok bannañ ar c'hreunadenn. Ur wech skoet an arm, ar surentez a laosk ar skoer da vont hag an distonier da blantañ tan en danvez tarzh. Goude ur pennadig amzer e tarzh ar c'hreunadenn. Gwallzarvoud-tennañ Ur gwallzarvoud-tennañ a c'hoarvez pa vez gloazet pe lazhet un den gant un arm-tan dre wallzarvoud. Disheñvel eo diouzh un darvoud-tennañ. Gwenn Ar gwenn, pe sibl, eo an dra a glasker tizhout er sportoù tennañ. Ar re anavezet gant an ISSF a zo gwenn ha du, meur a vent dezhe. Ar re ront o deus treuzkizoù etre 10 cm hag 50 cm hervez an arm implijet hag ar pellder. H Hed-tenn An hed-tenn eo ar pellder ar c'hall bezañ graet gant ur vannadell pa vez tennet. Daou seurt hed-tenn a zo : an hed-tenn teorikel, da lavaret eo an hed-tenn graet gant ur boled en un endro hep redioù diavaez (avel, glav, harzoù da skouer) an hed-tenn pleustrek : kemer a ra e kont barregezh an tenner, resisted an arm implijet, kalite al lunedenn pe ar c'houch, liv an amzer... En arme e ouzhpenner ivez an hed-tenn efedus d'an hed-tenn pleustrek, da lavaret eo ar pellder a c'hello ober ur boled en ur chom efedus war ur sibl (da lavaret eo herzel un den pe toullañ dafar da skouer). Holster Un holster zo ur skloser a lakaer ennañ ur bistolenn pe ur revolver. Gellet a ra bezañ staget tro-dro d'ur vorzhed, d'an divlez pe d'ar bruched. Implijet e vez evit armoù-dorn ar polis hag ar soudarded da skouer. Difennet eo er standoù-tennañ peurliesañ. Horzh-fuzuilh Un horzh-fuzuilh, pe lamm-fuzuilh, zo al lodenn a gaver a-dreñv kanol ar fuzuilhoù pe ar c'harabinennoù hag a lakaer ouzh e skoaz pa denner. Gellet a ra bezañ difiñv evel war an armoù-skoaz hengounel, plegus pe deleskopek war armoù-skoaz modernoc'h K Kalibr Kalibr ur munision a verk treuzkiz e voled, pe e zouilhez evit ar c'hartouchennoù chase. Eztaolet eo e milimetroù pe e meutadoù peurliesañ. Titouroù all a gaver a-wechoù e anv ur c'halibr : hirder an douilhez, ijiner, bloavezh e grouidigezh... Kambr Ar gambr eo al lec'h ma kaver ur munision just a-raok ma vefe tennet anezhañ. Kanol En un arm-tan ez eo ar c'hanol an duellenn a heñch ar bannelloù. Ur c'hanol a zo ivez anv ur pezh kanolierezh. Kanol flour Ur c'hanol flour n'en deus rizenn ebet da heñchañ ar bannadelloù. An armoù-tan kozh pe ar fuzuilhoù-chase modern a zo kanolioù flour dezho. Kanol rizennet Ur c'hanol rizennet ez eus ennañ ur rizenn, da lavaret eo ul linenn doullet a dro en e ziabarzh. Ar rizenn-mañ a laka ar vannadell da dreiñ warni hec'h-unan er c'hanol : stabiloc'h eo neuze e-pad e nijadenn ha brasoc'h eo he hed-tenn. Karabinenn Karabinenn a vez graet e geriaoueg an arme eus un arm-tan gant ur c'hanol hir met berroc'h eget hini ur fuzuilh pe ur mousked. Er-maez eus bed an arme, e bed ar chase pe ar sportoù-tenn, ur garabinenn zo un arm hir dezhañ ur c'hanol rizennet pe meur a hini. Karabinennoù a raer ivez eus an armoù hir dre aer gwasket pe gaz a c'hall tennañ plomennoù 4,5 mm pe 5,5 mm, evit amprouennoù zo er sportoù tennañ pe an dudi. Karger Ar c'harger a zo ur pezh a c'haller distagañ diouzh ur fuzuilh pe ur bistolenn. Ennañ e lakaer ar munisionoù da bourveziañ kambr an arm. Er pistolennoù e kaver ar c'harger en dornikez ; er fuzuilhoù pe karabinennoù e vez sanket dindan ar gulasenn peurliesañ. Kartouchenn Ur gartouchenn a zo ur munision evit an armoù-tan hiniennel, dezho ur c'halibr 20 mm d'ar muiañ. Pa vez brasoc'h kalibr ur munision e vez graet obuz anezhañ. Er c'hartouchennoù modern e kaver : un douilhez, ennañ ar poultr a lakao ar vannadell da nijal pa darzho ; an emors, e strad an douilhez, a lakao ar poultr da darzhañ pa vo skoet ; ur vannadell (boled), pe meur a hini (plomoù) evit ar c'hartouchennoù-chase ; bourrell etre ar poultr hag ar plomoù er c'hartouchennoù-chase. Ki Ar c'hi zo ur pezh eus ar blatinenn a gaver war armoù-tan hiniennel kozh ha war an armoù-dorn modern dreist-holl. Sachet e vez warnañ da armiñ mekanikerezh an arm, ha kas a ra skoer an arm ouzh ar munision pa vez distegnet. Pa vez kuzh ar c'hi en un arm e vez graet morzhol anezhañ. Dont a ra e anv moarvat eus ar stumm a oa d'ar c'hioù war an armoù-kozh. Kraban Ar graban a zo e rol kregiñ en douilhez goullo pa ya ar gulasenn war an a-dreñv evit ma vo skarzhet dre an toull-distrinkañ. Koch-bizañ Ar c'hoch-bizañ zo ur faout a-us d'ar c'hanol ha tost ouzh lagad an tenner. Perzh eus ar c'houch eo. Kordit Ar c'hordit a zo un danvez-tarzh ijinet e 1889 gant ar saozon James Dewar ha Frederick Abel. Implijet eo bet e plas ar poultr e munision broioù ar C'hommonwealth dreist-holl betek an Eil Brezel Bed. Aes eo da anvezout er munisionoù abalamour d'e stumm heñvel ouzh toazennoù spaghetti. Kouch Daou dra a ya d'ober kouch un arm peurliesañ : ar viz a zo e beg ar c'hanol, hag ar vizerez a zo tostoc'h ouzh lagad an tenner. A-benn bizañ mat e ranker linennañ e lagad, ar viz hag ar vizerez gant ar sibl. Ar vizerez a zo alies ur c'hoch-bizañ, ha ma weler ar viz er c'hoch-bizañ eo linennet mat an arm. Alies e c'hall ar vizerez bezañ reoliet evit reizhañ uhelder ha driv an tenn. War armoù zo, e ya ul lagadenn d'ober ar viz pe ar vizerez. Kreuzenn Ur greuzenn a gaver tro-dro strad ar munisionoù modern. He rol eo aesaat distrinkañ un douilhez en ur vezañ tapet gant ar graban. Talvoudus eo evit an armoù dam-aotomatek pe aotomatek a c'hell kaout ul lusk-tennañ uhel. Kulasenn Ar gulasenn eo ar pezh ar servij da serriñ kambr an arm da vare an tenn evit ma vo kaset gazoù an darzhadenn war-zu ar c'hanol nemetken. Ur gulasenn a c'hall bezañ serr pe digor, blodet pe frank hervez an armoù. L Lamm-fuzuilh Ul lamm-fuzuilh, pe horzh-fuzuilh, zo al lodenn a gaver a-dreñv kanol ar fuzuilhoù pe ar c'harabinennoù hag a lakaer ouzh e skoaz pa denner. Gellet a ra bezañ difiñv evel war an armoù-skoaz hengounel, plegus pe deleskopek war armoù-skoaz modernoc'h. Laonenn-gargañ Ul laonenn-gargañ a zo ur pezh hir a siler ennañ ar c'hartouchennoù evit lakaat anezho aesoc'h e karger an arm goude. Talvoudus eo gant kargerioù uhel o dalc'had pe dezhe ur winterell galet. Loc'henn-grogenn Al loc'henn-grogenn zo ur mod da adarmiñ ijinet e 1826 gant an armeurer italian Cesar Rosaglio. Karget e vez ar c'hartouchennoù en un duellenn dindan ar c'hanol. Etre pep tenn e c'haller adarmiñ en ur sachañ ul loc'henn anvet loc'henn-grogenn. Ar sistem adarmiñ buanañ e oa en XIXvet a-raok e vefe ijinet an adarmiñ dam-aotomatek. Lunedenn Ul lunedenn a zo ur benveg a vez montet war fuzuilhoù pe karabinennoù a-benn gwelet e sibl a-bell. Sifroù a vez implijet da zeskrivañ he ferzhioù nesañ : ul lunedenn 3-9x40 a sinifi e c'hall brasaat an traoù etre 3 ha 9 gwech hag eo 40 mm treuzkiz e werenn. Nozelennoù reoliñ a gaver war ul lunedenn : nozelenn reoliñ an driv, a-zehou alies ; nozelenn reoliñ an uhelder, a-us alies ; a-wechoù e kaver war al lunedennoù resisañ un nozelenn reoliñ evit an oleeunad, war an tu kleiz peurliesañ. Lunedoù-gwarez Implijet e vez lunedoù-gwarez er sportoù-tennañ da chom hep bezañ gloazet en e lagad gant un douilhez o nijal. Tarzhañ a c'hall ober un arm ivez abalamour d'ur si war ar munision pe war ar gulasenn, memes ma vez ral seurt gwallzarvoudoù gant an armoù modern. Lusk-tennañ Lusk-tennañ un arm eo an niver a vunisionoù a c'hall tennañ e-pad ur mare bennak en ur mod teorikel. Eztaolet e vez peurliesañ e tennoù dre vunutenn. Disheñvel eo diouzh al lusk-tennañ gwir peogwir ne gemer e kont elfennoù evel tommder ar c'hanol a c'hall degas darvoudoù-tennañ pe dalc'h ar c'hargerioù (betek 30 munision peurliesañ) pe ar bandennoù evit ar mindrailherezioù. Ar vindrailherez alaman MG42 a c'halle da skouer tennañ 1600 boled dre vunutenn en ur mod teorikel, met bandennoù 50 pe 250 a veze implijet enni, setu e oa kalz izeloc'h he lusk-tennañ gwir. M Mindrailherez Ur vindrailherez a vez graet eus un arm emgefreek gant ur gambr a zegemer bolodoù treutoc'h evit 20 milimetr (reizhiad metrek) pe .50" (sistem imperial). An armoù damheñvel a implij bolodoù tevoc'h a vez anvet kanolioù emgefreek. Mindrailherezig Ur vitrailhetenn, pe mindrailherezig, zo un arm-tan hiniennel hir a implij munisionoù savet evit ar pistolennoù evel an 9 x 19 mm Parabellum da skouer. Pistolenn-vindrailherez a vez graet anezhañ ivez. Morailh-pontig Ur morailh-pontig a zo un elfenn surentez a lakaer war pontig un arm da virout ouzh an draen da vezañ implijet. Un alc'hwez pe ur c'hod a implijer da brennañ ar morailh-pontig. Munision Ur munision eo ar pezh a lakaer en un arm-tan da gargañ anezhañ. Gellet a ra bezañ ur gartouchenn evit an armoù-tan hiniennel (betek 20 mm treuzkiz o boledoù) pe un obuz evit an armoù-tan brasoc'h implijet er c'hanolierezh. P Pistolenn Ur bistolenn a zo un arm-tan dorn a vez atav linennet e gambr gant e ganol (evit se eo disheñvel diouzh ur revolver). Pistolenn-vindrailherez Ur bistolenn-vindrailherez zo un arm-tan hiniennel hir a implij munisionoù savet evit ar pistolennoù evel an 9 x 19 mm Parabellum da skouer. Mitrailhetenn pe mindrailherezig a vez graet anezhi ivez. Platinenn Platinenn un arm-tan eo ar gwikefre a lak ur munision da vezañ skoet, pe flammet evit an armoù-tan koshañ. A bep seurt platinennoù a gaver. Etre ar XVvet hag an XIXvet ez eus bet implijet en Europa platinennoù-mechenn, platinennoù-rod, platinennoù-kailhastr ha platinennoù-skeiñ, betek ijinadenn ar c'hartouchennoù modern e eil kard an XIXvet kantved. Platinennoù an armoù-dorn a c'hall bezañ bremañ : SA (e saozneg Single Action, un ober) : ret eo adarmiñ ar c'hi gant an dorn bewech ma tenner ; DA (e saozneg Double Action, daou ober) : ar c'hi a vez adarmet en ur mod aotomatek pa denner ; SA / DA (Single Action / Double Action) : ar c'hi a c'hell bezañ adarmet gant an dorn pe un ur mod aotomatek ; DAO (Double Action Only, daou ober nemetken) : armoù a vez kuzhet ar morzhol (ar c'hi) en diabarzh. N'haller ket stegnañ anezhañ gant an dorn. Pluenn Ar bluenn zo ur pezh diabarzh eus mekanikerezh un arm-tan, a ra al liamm etre ar skoer (a sko ouzh ar munision) hag an draen (a vez pouezet warnañ gant e viz evit tennañ). Pontig Ar pontig eo ar pezh a gaver tro-dro d'an draen war ar bras eus an armoù-tan hiniennel. Ur rol surentez en deus. Pouez-loc'hañ Pouez-loc'hañ un arm eo ar pouez a rank bezañ lakaet war an draen evit ma vo tennet gantañ. War armoù zo e c'hall bezañ reoliet. Seul uheloc'h ar pouez-loc'hañ, seul diaesoc'h tennañ : ur pouez-loc'hañ uhel a gaver war armoù ar polis (4,5 kg evit an tenn kentañ war pistolennoù Sig-Sauer SP2022 polis Frañs, pe 5,5 kg evit pistolennoù polis New-York da skouer). Ar pal eo chom hep tennañ re vuan pa implijer an arm en un endro poblet pe pa vezer dindan wask. Seul izeloc'h ar pouez-loc'hañ, seul resisoc'h an tenn : er sportoù-tennañ e vez implijet ur pouez-loc'hañ izel, peogwir ne fiñv ket kement an arm evel-se ha nebeutoc'h a riskloù zo da reiñ un taol-biz pa denner. Pouezioù da nebeutañ a gaver er reolennoù an F.F. Tir e amprouennoù zo : 500 g evit an amprouenn Pistolenn 10 metr pe 1000g evit hini an amprouenn Pistolenn 25 metr, da skouer. Poultr Ar poultr du zo ur meskaj soufr, nitrat potasiom ha glaou ijinet e Sina, marteze war-dro ar VIIvet kantved. Implijet eo bet en holl armoù-tan betek fin an XIXvet kantved. Ar poultr hep moged a zo bet stabilaet e rekipe 1884 gant ar gall Paul Vieille, ha gwellaet meur a wech en XXvet kantved. Implijet e vez e munisionoù an holl armoù hiniennel modern. Savet eo diwar nitroseluloz. Gellet a ra bezañ prim pe gorrek. C'hwec'h gwech galloudusoc'h eo evit ar poultr du. R Reduer son Ur reduer-son a zo ur pezh a izela ar son produet gant tennoù an armoù-tan. Gellet a ra bezañ biñset ouzh beg ar c'hanol pe a-wechoù enbarzhet er c'hanol war-eeun. Efedus-tre eo ar redueroù-son pa vezont implijet asambles gant munisionoù subsonek (dindan 340 m/s). Reilh Reilhoù a gaver war armoù-tan modern zo, a-us pe dindan ar c'hanol peurliesañ, da stagañ dafar ouzhpenn : lunedenn, lamp, poent ruz, laser, daoubez... Tri seurt reilhoù a gaver : reilhoù klasel, da lavaret eo div greuzenn linennek a bep tu d'ar c'hanol ; reilhoù Picatinny, dezhe dantennoù (war-dro 5 mm ledander) da stabilaat an dafar montet ; reilhoù Weaver, heñvel a-walc'h ouzh ar reilhoù Picatinny met strishoc'h o dantennoù (war-dro 4 mm). Revolver Ur revolver, pe pistolenn-dro, zo un arm-dorn, dezhañ ur c'hanol d'an nebeutañ. Un daboulin en deus ivez, enni kartouchennoù, hag a dro pa vez tennet. Stummoù revolverioù a oa dija adalek ar XVIvet kantved met an hini modern kentañ, ar Colt Paterson, a voe ijinet e 1836 gant Samuel Colt. Ruilhenn Ruilhennoù a gaver a-wechoù war an armoù da stagañ ur sanglenn, ul lêrenn pe un daoubez da skouer. Rummadoù armoù Hervez lezenn Frañs eo renket an armoù e pevar rummad disheñvel hervez o live dañjerusted. Er rummadoù-mañ e kaver da skouer : rummad A : armoù brezel, aotomatek, armoù-skoaz damaotomatek dezho ur c'hargerad ouzhpenn 10 tenn pe armoù uhel dalc'had o c'harger. Ur sivil n'hall ket kaout un arm eus ar rummad-mañ. rummad B : pistolennoù, revolverioù, armoù-skoaz damaotomatek dezho ur c'hargerad a c'haller tennañ. Un aotre digant ar prefeti hag ul lisañs sportoù tennañ a zo ret evit kaout an armoù-mañ. En ur c'houfr-houarn e rankont bezañ renket. rummad C : armoù-skoaz damaotomatek 3 zenn, armoù-skoaz tennata dre zorn, armoù un tenn dre ganol. Disklêriet e rank bezañ an armoù-mañ d'ar prefeti. Evit o frenañ e ranker kaout ul lisañs sportoù tennañ pe un aotre da chase. rummad D : armoù gant poultr du, armoù gant ur sistem entanañ ijinet a-raok 1900, armoù-tennañ-gwenn, gaz pe alarm, an holl armoù etre 2 hag 20 joul. Forzh piv a-us da 18 vloaz a c'hell prenañ anezhe. S SA Single Action (un ober), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn. SA / DA Single Action / Double Action (un ober / daou ober), unan eus doareoù mont en-dro platinenn un arm-dorn. Sac'h-tennañ Seier-tennañ a implijer da stabilaat armoù-skoaz ha raloc'h armoù-dorn er sportoù-tennañ. Gellet a reont bezañ lakaet dindan ar fust pe dindan al lamm. Sibl Ar sibl, pe gwenn, eo an dra a glasker tizhout er sportoù tennañ. Ar re anavezet gant an ISSF a zo gwenn ha du, meur a vent dezhe. Ar re ront o deus treuzkizoù etre 10 cm hag 50 cm hervez an arm implijet hag ar pellder. Skoer Ar pezh-mañ a sko ouzh emors ar munision da lakaat anezhañ da darzhañ evit flammañ ar poultr. Sniper Ur sniper a zo ur soudard gouest da dennañ war sibloù pell-kennañ (en tu all da 600 metrad) ha da labourat e-unan war un takad enebour gant sikour ur seller nemetken pe neut-tre a dud. Pa vez anv eus soudarded kad da dennañ resis betek 600 metrad hag enbarzhet en ur strollad ledanoc'h e implijer ar ger tenner pell. Ar snipered hag an dennerien bell a vez disheñvelaet hervez ar mod d'o implij hag o mod da labourat neuze. Ar ger sniper ne vez ket implijet e bed ar sportoù tennañ. Strad Ar strad a vez graet eus revr un douilhez. Hervez ar c'hartouchennoù e c'hall bezañ ur bourled pe ur greuzenn tro-dro d'ar strad. Stegn Stegn a verk stad ki un arm pa vez armet, prest da leuskel ar skoer da vont da stekiñ ouzh ar munision. Stroll Er bras eus ar sportoù-tennañ e klasker ober strolloù war ar sibloù, da lavaret eo bodañ toulloù ar boledoù an tostañ ar gwellañ an eil ouzh ar e all. Subsonek Subsonek a reer eus ur boled a zo e dizh izeloc'h evit hini ar son (war-dro 340 m/s). Nebeutoc'h a drouz a ra ar munisionoù evit ar re n'int ket, dreist-holl pa implijer anezho gant ur reduer-son. Surentez Sistemoù surentez un arm • surentez un arm a zo peurliesañ ur boutoñs a vir ouzh an draen da vont en-dro. N'eo ket sur penn-da-benn peogwir e c'hall memestra mekanikerezh an arm leuskel an tenn da vont ma kouezh pe ma vez stoket enni kreñv. • sistemoù all a c'hall lakaat un arm da vezañ suroc'h : ur poent ruz o tiskouez eo kambret ur gartouchenn, ur boutoñs decocking da adlakaat ar c'hi distegn hep tennañ, un draen gant ur pouez-loc'hañ uhel... Reolennoù surentez da vare implij un arm Peder reolenn surentez hollvedel a zo pa implijer un arm : chom hep leuskel e viz-yod war an draen nemet e vefer prest da dennañ gwelet e arm evel karget bepred chom hep poentiñ e arm ouzh un dra all evit ar sibl bezañ evezhiek eus e endro pa denner Reolennoù all a c'haller ouzhpennañ : chom hep dornata arm un den all hep goulenn digantañ, chom hep kaout fiziañs e sistem surentez an arm, bezañ sur eo kempenn ha naet hoc'h arm a-raok tennañ, tennañ war-zu ul lec'h a zalc'ho ar boled evel traezh pe douar soupl da skouer, lakaat un tokarn-gwarez-divskouarn ha lunedoù-gwarez, ha kement zo. T Taboulin An daboulin eo ar pezh ront, enni munisionoù, a gaver war ar revolverioù. Treiñ a ra pa vez tennet gant ar revolver. Taol-biz E bed ar sportoù-tennañ e roer un taol-biz pa bouezer re greñv pe re vuan war draen e arm. Diheñchet eo neuze ar c'hanol war-zu an traoñ pe kostez kreñv an tenner(ez). Er c'hleuboù tennañ e tesker chom hep ober ar jestr fall-mañ. Tap-rack An tap-rack a zo ur jestr teknik implijet evit diskoulmañ darvoudoù tennañ war ar pistolennoù : skeiñ a raer gant un dorn ouzh an dornikez (tap) ha sachañ a raer prim ha penn-da-benn war ar gulasenn a-raok laoskel anezhi da zistreiñ en he flas (rack). Kement-mañ a c'hall distankañ ur gartouchenn stanket er gambr pe er gulasenn. Tennata An tennata eo ar fed da dennañ ur munision war-lerc'h egile evit an armoù-tan daou denn pe ouzhpenn. Tennata dre zorn (kanol da wintañ, kulasenn-vorailh, loc'henn-grogenn, pomp, adarmiñ linennek) : an tenner a rank adkambriñ ur munision en ur ober un dra war mekanikerezh an arm etre pep tenn ; Tennata dam-aotomatek : trawalc'h pouezañ war an draen etre pep tenn evit tennañ a-nevez ; Tennata aotomatek : trawalc'h pouezañ war an draen hep sevel e viz evit ma yafe ar boledoù kuit a-dennadegoù. Tenner pell E bed ar sportoù-tennañ, un tenner pell (pe tennerez pell) zo un den a gustum tennañ war sibloù en tu all da 600 metrad. En arme e vez implijet diwar-benn soudarded kad da dennañ resis betek 600 metrad hag enbarzhet en ur strollad ledanoc'h war an dachenn-emgann. Tokarn-gwarez-divskouarn Gwareziñ e zivskouarn a ranker ober pa denner gant armoù-tan. Tokarnioù-gwarez a c'hell bezañ lakaet. Lod anezhe a zo elektronik evit ar chase pe an tennañ : gellet a reont anavezout live an drouz a-benn izelaat son an tennoù hag uhelaat trouzioù all an endro (loened, natur, kaozeadennoù...). Toull-distrinkañ Dre an toull-distrinkañ ec'h a er-maez an douilhez goullo goude un tenn. Alies e vez tuet war-zu kostez an arm evit ma ne stoko ket an douilhez tomm ouzh penn an tenner. Trebez Un trebez a vez implijet da stabilaat o fuzuilh pe o c'harabinenn gant ar chaseourien api, pe war vindrailherezioù zo en arme. Armoù-tan Sportoù-tennañ Sportoù tennañ Pezhioù armoù-tan
169008
https://br.wikipedia.org/wiki/Viana%20de%20Cega
Viana de Cega
Viana de Cega zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn.
169009
https://br.wikipedia.org/wiki/Tetas%20de%20Viana
Tetas de Viana
An Tetas de Viana (bronnoù Viana) zo daou venez, kichen-ha-kichen, heñvel ouzh bruched ur vaouez, e Viana de Mondéjar, ur gêriadenn eus kumun Trillo (Guadalajara), e Spagn, e proviñs Guadalajara, e Kastilha-La Mancha. Menezioù Spagn
169010
https://br.wikipedia.org/wiki/Trillo%20%28Guadalajara%29
Trillo (Guadalajara)
Trillo zo ur gumun e proviñs Guadalajara, e Kastilha-La Mancha.
169011
https://br.wikipedia.org/wiki/R%C3%ADo%20Cifuentes
Río Cifuentes
Ar Río Cifuentes zo ur stêr, 11 kilometr hed dezhi, eienet e kumun Cifuentes e proviñs Guadalajara en ur feunteun e-harz ar c'hastell bet savet e 1324. Goude treuziñ Cifuentes e tremen dre gêriadennoù Gárgoles de Arriba ha Gárgoles de Abajo. Kemberiñ a ra en Tajo e kumun Trillo (Guadalajara). Div vilin-dour zo war lezioù ar stêr. Stêrioù Spagn
169014
https://br.wikipedia.org/wiki/Much%20Ado%20About%20Nothing%20%28film%201993%29
Much Ado About Nothing (film 1993)
Much Ado About Nothing (brezhoneg: kalz trouz evit netra) zo ur film komedienn ha karantez stadunanat embannet e 1993 ha diazezet war ar pezh c'hoari gant ar memes anv gant William Shakespeare. Kenneth Branagh, a adkemer ar pezh-c'hoari evit sevel ur film hag eñ eo a voe ar filmaozer. Evel aktourien emañ Kenneth Branagh, Emma Thompson, Robert Sean Leonard, Denzel Washington, Michael Keaton, Keanu Reeves, ha Kate Beckinsale evit he roll film kentañ. Ar film a oa bet embannet d'ar 7 a viz Mae 1993. D'an uhelañ e oa bet skignet war 200 skramm sinema er Stadoù-Unanet Amerika. Rastellet e oa bet 43 milion $ dre ar bed, ar pezh, en desped da vezañ chomet a-dreñv da Romeo ha Juliet gant Franco Zeffirelli, a laka anezhañ da vezañ unan eus ar filmù awenet gant Shakespeare o rastellañ ar muiañ a arc'hant. Kinniget e oa bet ivez e 1993 e Festival filmoù Cannes. Liammoù diavaez Much Ado About Nothing war IMDb Filmoù SUA Filmoù 1993 Filmoù karantez Filmoù komedienn Filmoù gant Kenneth Branagh
169016
https://br.wikipedia.org/wiki/.17%20HMR
.17 HMR
Ar c'halibr .17 HMR (Hornady Magnum Rimfire) a zo ur munision skoet war e dro deveret eus an .22 WMR. Implij Gwelloc'h eo, evit chaseal loened bihan, eget kartouchennoù eus familh an .22 LR peogwir en deus ur boled a darzh pa sko ouzh e sibl ; nebeutoc'h a chañsoù zo neuze e yafe kuit pe e vevfe al loen pell goude ar stok. Prim eo (810 m/s e beg ar c'hanol). Dibar eo pa denner da 100 metr pe 200 metr. Implijet e vez kalz ar c'halibr-mañ e Stadoù-Unanet Amerika evit chaseal al loened gwelet evel noazus. En Europa e ra an dennerien sport muioc'h-mui gantañ. Renket eo er rummad C hervez lezenn e Frañs. Er vro-mañ eo difennet ober gantañ evit chaseal al loened karnek, evel an holl vunisionoù skoet war o zro, ablamour dezho da vezañ re nebeut a c'halloud ganto. Daveennoù taolenn ar munision war lodenn TDCC ar CIP 17 HMR 17 HMR
169017
https://br.wikipedia.org/wiki/Wunderwaffe
Wunderwaffe
Wunderwaffe ("arm burzhudus"), Wunderwaffen el liester, zo un droienn alamanek kement hag ur ger implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed gant Ministrerezh propaganda an Alamagn Nazi evit ober anv eus "armoù dreistgalloudus". E gwirionez, darn eus an armoù-se a oa chomet e stad kentpatromoù, hep tizhout an tachennoù emgann, pe pa voe graet e oa re ziwezhat pe e oa ken nebeut anezho ma ne oa bet efed gwirion ebet war ar brezel. An armoù-V pe Vergeltungswaffen, hag a oa bet savet a-raok a oa bet implijet e-leizh dreist-holl war Londrez hag Antwerpen, ur skouer e oa eus mennozhioù nevez armamant Alamagn. Hiziv-an-deiz en alamaneg e vez implijet an droienn Wunderwaffe evel un diskoulm a c'hall renkañ an holl gudennoù ; implijet e vez dre fent dreist-holl. Adalek ar bloavezh 1942 e oa kroget ar brezel da dreiñ fall evit an Ahel ha dreist-holl Alamagn. Muioc'h-mui e oad krog da glevet e oa armoù nevez o vezañ savet, ar re-se o vezañ reveulzier ha galloudus-tre. Hervez ar propaganda e oant kap da dreiñv ar brezel war an tu mat evit an Trede Reich. A-feur ma oa ar brezel o padout hag o vont war fallaat e veze klevet muioc'h-mui anv anezhe, ha pal ar soudarded hag an drevourien o harpañ anezho e oa gounit amzer evit ma vefent implijet. A-benn ar fin hervez an istorourien int gwelet hiziv evel unan eus mammennoù koll ar brezel gant Hitler. Implijet e oa bet kalz danvezioù ral, kalz nerzh, kalz prizonidi sklaved aberzhet ha kalz arc'hant evit nebeut. Ma vije bet savet muioc'h eus un nebeud anezho e vije bet drastus evit ar Gevredidi. E fin ar brezel evit Alamagn e oa bet klasket kas ul lodenn eus an ijinoù pe dafar d'o sevel da Impalaeriezh Japan hag a oa bet ivez o klask sevel armoù burzhudus evit gounit ar brezel met en aner ivez. Goude an Eil Brezel-bed e oant bet implijet da vat gant un nebeud anezho o tegas nevezintioù en armamant. Rummad Bigi Dougerien kirri-nij Graf Zeppelin – un douger kirri-nij 33 550 tonenn moret e 1936; chomet diechu. Flugzeugträger B – bag gevell ar Graf Zeppelin; distrujet gant Alamagn a-raok bezañ implijet. Flugzeugträger C ha D – div vag eus ar c'hlasad Graf Zeppelin. I (1942) – un douger kirri-nij 56 500 tonenn, a-ziwar un dezouger; nullet a-raok ma vije kroget al labour da vat. Bigi brezel Lestr-hobregonet klasad H : un heuliad kinnigoù a-fed listri-hobregonet a vije bet galloudusoc'h evit re an United States Navy klasad Montana ha betek re Morlu Impalaeriezh Japan klasad Yamato a-fed armamant. An hini galloudusañ e vije bet an H-44, ul lestr-hobregonet 140 000 tonenn armet gant eizh kanol 20 biz-meud (50 sm). Daou gouc'h klasad H39-class savet; distrujet en arsanailh. Karbedoù hobregonet Karbedoù enep kirri-nij Flakpanzer IV "Kugelblitz" (luc'hed bolod) – diazezet war ar Panzer IV-arm enep kirri-nij emluskek; pemp pimpatrom savet. Flakpanzer 341 Coelian – diazezet war ur Panther D- arm enep kirri-nij emluskek, ur vaketenn eus an douribell savet nemetken. Fuzuilhoù Sturmgewehr 44 – ar c'hentañ fuzuilh-arsailh bet krouet. Armoù alaman an Eil Brezel-bed Propaganda Nazi Wunderwaffe
169020
https://br.wikipedia.org/wiki/Maestrazgo
Maestrazgo
Ar Maestrazgo (e spagnoleg) pe Maestrat (en katalaneg) zo ur c'homark naturel hag istorel e Spagn e hanternoz proviñs Castellón, e Kumuniezh València, ha reter proviñs Teruel, en Aragon. Douaroniezh En darn a zo e Kumuniezh València e klot gant komarkoù Baix Maestrat hag Alt Maestrat, hag ivez un darn eus ar Plana Alta hag an Alcalatén. En Aragon e lakaer enni komark ar Maestrazgo hag ul lodenn eus Aragon Izel hag ar Matarraña (pe Matarranya e katalaneg). Douaroniezh Spagn
169024
https://br.wikipedia.org/wiki/Falskelo%C3%B9
Falskeloù
Falskeloù, falskeleier a reer eus keleier faos (fake news e saozneg) skignet a-ratozh evit touellañ an dud pe o merañ. Efedoù gwir o devez , evite da vezañ diazezet war traoù faos. Despizadurioù Lezenn 1881 e Frañs E mellad 27 lezenn 1881 war frankiz ar wask ez eus anv eus ar falskeloù. Hervez ar mellad-se,ar falskeloù zo keleier faos, pe aozet, pe falset a-ratozh, pe lakaet war gont un den all dre c’haou. Kastizet e vez embann, skignañ pe eiladiñ falskeloù. Article 19 Hervez Article 19, un aozadur breizhveuriat nann-gouarnamantel ha bedel a zifenn ar frankiz ezteurel, e ranker komz eus diskelaouiñ kentoc’h eget eus falskeloù. Diskelaouiñ zo kement hag embann keleier a zo faos hag aozet evit touellañ ur boblañs. Diskelaouiñ n’eo ket heñvel ouzh gwallgelaouiñ, a zo skignañ keleier faos a ranner hep gouzout ez int faos. ABU Hervez un danevell embannet gant Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) e 2021 n’eus ket tu da vesklañ an digelaouiñ gant ar gwallgelaouiñ : digelaouiñ a dalv skignañ a-ratozh keleier faos e-sell d'ober ur gaou sokial grevus, ha gwallgelaouiñ a dalv skignañ keleier faos hep gouzout ez int faos. UNESCO Hervez Aozadur ar Broadoù Unanet evit an Deskadurezh, ar Skiant hag ar Sevenadur (UNESCO) e vez implijet peurliesañ an digelaouiñ evit ober anv eus arnodennoù graet a-ratozh kaer (alies aozet zoken) da zegas kemmesk pa da verañ an dud o reiñ titouroù faos dezho. Dre ar rouedadoù sokial dreist-holl pe o servijoù postelerezh e vez skignet an digelaouiñ hag ar gwallgelaouiñ. Abalamour da se e ranker prederiañ diwar-benn reoliñ hag emreoliñ an embregerezhioù a ginnig ar servijoù-se. Kengor Europa E 2018 ez eo bet termenet an digelaouiñ gant Kengor Europaevel « keleier gwiriadus faos pe touellus » hag a zo : war un dro « krouet, kinniget ha skignet evit gounit arc’hant pe touellañ an dud »; hag a c’hall war un dro all « degas distruj foran » evit ober « gourdrouz a-enep an argerzhoù politikel demokratel, a-enep an argerzhoù sevel politikerezhioù hag a-enep madoù an holl evel gwareziñ yec’hed keoded Unvaniezh Europa, an endro pe ar surentez ». Evit Kengor Europa, embann fazioù, evezhiadennoù pe geleier tuet en un doare sklaer n’eo ket digelaouiñ ; n’eo ket digelaouiñ kennebeut ar bruderezh touellus, ar flemmskridoù pe al luadennoù. CLEMI Evit ar Greizenn evit an deskadurezh war ar mediaoù hag ar c'helaouiñ (Centre de liaison de l'enseignement et des médias d'information, CLEI), ur rann eus ministerezh an Deskadurezh Stad e Frañs, evit komz eus falskeloù e ranker er penn-kentañ prederiañ diwar-benn petra eo ar c’heleier. Neuze e vefe ar c’helaouiñ un "stalon" pe an dave da-geñver ar pezh a zo ur forc’hadezh bras pe bihan o tegas d’ober anv eus gwallgelaouiñ pe digelaouiñ. IFLA E 2017, Kevread etrebroadel al levraouegoù (International Federation of Library Associations and Institutions, IFLA) en deus divizet e oa e-touez palioù al levraouegerien stummañ implijerien al levraouegoù diwar-benn an deskadurezh war ar media hag ar c'helaouiñ. Anat eo bet an diviz-se pan eo bet embannet gant geriadurioù Oxford e oa « post-truth » (gwirionez goude ar wirionez) ger ar bloavezh 2016. Embannet o deus ur stlenngrafenn a zispleg penaos anavezout falskeloù. Skouerioù E Frañs Falskeleier a oa bet embannet a-enep ar c'habiten Alfred Dreyfus en . Tud zo a nac'h ez eus bet eus ar Shoah. Evit talañ ouzh ar gevier e bed ar bruderezh ez eus a-baoe 2008 un aozadur anvet Juri dleadoniezh ar bruderezh a zo stag ouzh Aotrouniezh reoliñ micherel ar bruderezh. Klemmoù an dud a vez resevet gantañ hag ouzhpenn 500 ali a vez embannet gantañ bep bloaz. Falskeleier zo bet embannet gant gouarnamant Frañs da heul gwallreuz Kevre Kampioned an UEFA e Pariz e 2022. Kondaonet eo bet an arnodva apotikel Servier e miz Kerzu 2023 peogwir en doa livet gevier a-ziout al louzoù Mediator. Dispaket oa bet an afer e 2009 gant Irène Frachon, ur vezegez e Brest. Implijet e vez ivez ar falskeleier evit kendrec'hiñ an dud n’eo ket mat diforc’hañ ; setu perak e vez embannet ul lec’hienn kelaouiñ gant ar gouarnamant. E miz Genver 2024 eo bet embannet un danevell gant ar Fondation des femmes (Pariz) hag an Institute of Strategic Dialogue (Londrez) evit diskouez penaos e vez implijet ar rouedadoù sokial evit en ober. En estrenvro Alamagn E-pad an Eil Brezel-Bed e oa Joseph Goebbels ur maout evit ijinañ ha skignañ propaganda. E 2018 e oa bet dispaket gevier ur c'helaouenner alaman, Claas Rolotius. Stadoù Unanet E 2003 e oa bet embannet falskeleier gant gouarnamant ar Stadoù Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet evit reiñ abegiñ da aloubiñ Iraq. Dilennadeg Donald Trump a-enep Hillary Clinton e 2016 he deus lakaet war wel galloud ar falskeloù. Goude koll dilennadeg 2020, D. Trump en doa disklêriet dibaouez war ar rouedadoù sokial e oa bet laeret an disoc'h digantañ. Dre an abeg-se ez eo bet aloubet ar C'hapitol gant e harperien e miz Genver 2021. Taiwan E-pad ar prantad kabaliñ evit dilenn ur prezidant nevez e Taiwan e 2024 ez eus bet embannet kantadoù a falskeloù evit levezoniñ an dilennerien. Gouarnamant Sina a oa kaoz peogwir ne fell ket dezhañ e chomfe dizalc'h an enezenn. Mammennoù Mediaoù Kazetennerezh Demokratelezh
169025
https://br.wikipedia.org/wiki/Remington
Remington
Remington Arms a oa un embregerezh amerikan he deus produet armoù-tan ha munisionoù bihan o c'halibr e-pad ouzhpenn daou gantved. Unan eus ar broduerien armoù brudetañ eo er bed. Freuz-stal he deus graet e 2018 met kenderc'hel a ra munisionoù ar merk da vezañ produet ha gwerzhet gant Remington Ammunition hag hec'h armoù-tan gant RemArms LLC. Orin E 1816 e voe goveliet e ganol kentañ gant Eliphalet Remington II (28 a viz Here 1793, Suffield, Connecticut – 12 a viz Eost 1861, Ilion, Stad New-York) e govell e dad, e Utica (Stad New-York). Tamm-ha-tamm e tapas brud vat an armoù produet en ur mod artizanel gantañ hag e tilojas e 1828 da Ilion (Stad New-York) e atalieroù brasoc'h. Adalek kreiz an XIXvet kantved, eus an artizanelezh d'an industrielezh E 1845 e voe urzhiet evit ar wech kentañ 5.000 skouerenn deus ar fuzuilh M1841 gant arme Stadoù-Unanet Amerika. Kreskiñ a reas an embregerezh ha mont a reas tri mab Eliphalet Remington II da labourat asambles gantañ e 1856. Adanvet e voe an embregerezh E. Remington & Sons. E 1861 e varvas Eliphalet Remington II. E dri mab a chomas mistri war ar stal. Er memes bloaz e krogas Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika hag e kreskas ar goulenn war an armoù-tan. Pourveziet e voe armeoù an Norzh gant ar revolver M1858 New Model Army. Goude fin ar brezel e 1865 e klaskas E. Remington & Sons brasaat o c'hatalog armoù evit ar chaseourien hag an dennerien sport. E 1871 e voe digoret ur rann eus an embregerezh evit produiñ munisionoù bihan o c'halibr, Remington Ammunition Works hec'h anv. Rann an armoù a deuas-hi da vezañ Remington Arms e 1888. An XXvet kantved, an embregerezh e barr he brud Ar fuzuilh dam-aotomatek kentañ er bed, ar Model 11, a voe ijinet e 1906 gant John Browning ha produet gant Remington. 850.000 skouerenn anezhi a voe gwerzhet e 42 vloaz. Ma oa neptu Stadoù-Unanet Amerika e deroù ar Brezel Bed Kentañ e kreskas o industriezh a-benn respont d'ar goulenn divent war an armoù hag ar munisionoù a savas. Diouzhtu adalek 1914 e voe digoret uzinoù nevez gant Remington e Denver (Colorado), Lake City (Missouri) ha Lowell (Massachusetts) a-benn pourveziañ armeoù Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet hag hini Stadoù-Unanet Amerika pa gemeras perzh ar vro en emgannoù adalek 1917. Produiñ a rae Remington munisionoù ha pistolennoù evel ar Colt M1911 gant aotre ar merk Colt. En Eil Brezel Bed e voe lakaet ivez Remington da bourveziañ armeoù ar Gevredidi. Hervez lec'hienn an embregerezh e pourvezias Remington war-dro an hanter eus ar munisionoù bihan o c'halibr implijet gant Stadoù-Unanet Amerika hag ar broioù unanet gante e-pad an daou vrezel bed. Goude ar brezel e reas berzh Remington gant ar garabinenn Remington 700, brudet-mat e bed ar chase hag ar sportoù-tennañ. Ar fuzuilh M24, deveret eus ar garabinenn-mañ, a voe implijet evel fuzuilh a-bell diazez arme Stadoù-Unanet Amerika etre 1988 ha 2010. E 1970 e voe savet un uzin munisionoù nevez e Lonoke (Arkansas). Deus ar c'hartouchennoù .222 Remington ijinet gant an embregerezh e 1950 e voe deveret ar c'halibr 5.56 x 45 NATO implijet evel munision standart armeoù AFNA abaoe 1980. XXIvet kantved, diskar hag adc'hanedigezh Adalek ar bloavezhioù 2010 e tigreskas an niver a armoù gwerzhet gant an embregerezh. E 2018 e embannas e rae freuz-stal. Remington Ammunition, ar rann a brodue munisionoù, a voe adprenet e 2020 gant Vista Outdoor. Un embregerezh all, RenArms LLC., zo bet savet evit kenderc'hel da broduiñ ha da werzhañ armoù ar merk. Oberiant eo an div embregerezh hiziv an deiz. Armoù-tan brudetañ fuzuilh Model 1841 Mississippi revolver Model 1858 New Model Army rummad fuzuilhoù Rolling Block fuzuilh M1903 Springfield fuzuilh M11 karabinenn Remington 700 fuzuilh M24 Darvoudoù stag ouzh ar merk E 1873 e voe ijinet ar skriverez kentañ gant Christopher Sholes ha Carlos Glidden. En uzinoù Remington e voe produet. An dorfedourez Bonnie Parker a implije ur fuzuilh Remington M11 troc'het he c'hanol. Ur fuzuilh Remington 760 Gamemaster a voe implijet da zrouglazhañ Martin Luther King, Jr. e 1968 e Memphis. Liammoù diavaez Lec'hienn Remington Ammunition (rann ar munisionoù) (saozneg) Lec'hienn RemArmsLLC. (rann an armoù-tan) (saozneg) One at at time, un teulfilm produet e 1969 gant Remington Arms da ziskouez penaos e veze produet o armoù (saozneg) Daveennoù Remington Saga, e La Gazette des Armes, niv. 488, miz Gouere/Eost 2016, pajennoù 16-25 Armoù-tan Embregerezhioù SUA Embregerezhioù armoù-tan
169028
https://br.wikipedia.org/wiki/Pyrrhus%20Ia%C3%B1
Pyrrhus Iañ
Pyrrhus (gresianeg: Πύρρος Pýrrhos), ganet e 319/318 AJK hag aet da Anaon e 272, a oa ur roue gresian ha den Stad eus ar Marevezh hellenadek. Roue ar Volossianed, ezel eus ti roueel an Aeacid, deuet e oa da vezañ roue Epiro (Malalas a rae Toparchēs anezhañ). Bez e oa unan eus enebourien daonet ha kreñvañ Henroma. Gwelet eo evel unan eus gwellañ jeneraled an Henamzer. Meur a hini eus e drec'hioù war an tachennoù emgann a oa bet gant kolloù ramzel, ar pezh a voe mammenn d'an droienn "Trec'h Pyrrhus" o talvezout kement hag un trec'h re goustus hag hep dazont. Ganedigezhioù -318 Marvioù -272 Pyrrhus
169029
https://br.wikipedia.org/wiki/Jacques-Laurent%20Bost
Jacques-Laurent Bost
Jacques-Laurent Bost, ganet d'ar 6 a viz Mae 1916 en An Havr-Nevez hag aet da Anaon d'an 21 a viz Gwengolo 1990 e Pariz, a oa ur c'hazetenner gall ha kamalad bras Jean-Paul Sartre ha kamalad ha gwaz-kleiz Simone de Beauvoir. Ganedigezhioù 1916 Marvioù 1990 Croix de Guerre Kazetennerien Bro-C'hall Skrivagnerien Bro-C'hall Skrivagnerien c'hallek Tud marvet gant ur c'hrign-bev
169030
https://br.wikipedia.org/wiki/John%20Browning
John Browning
John Moses Browning, ganet d'an 23 a viz Genver 1855 e Ogden (Utah Territory, Stadoù-Unanet Amerika) ha marvet d'ar 26 a viz Du 1926 e Liège (Belgia), a oa ur c'hrouer armoù amerikan en deus savet meur a seurt armoù-tan, mekanikerezhioù armoù-tan ha munisionoù implijet hiziv an deiz c'hoazh. Savet en deus e arm kentañ da 13 vloaz e stal armoù-tan e dad ha disklêriet en deus e vreved kentañ evit un arm-tan d'ar 7 a viz Here 1879, hag eñ 24 bloaz. Gwelet eo evel unan eus krouerien armoù-tan donezonetañ an XIXvet hag XXvet kantved. Digoret en deus klaz da ziorren an armoù tennata, damaotomatek hag aotomatek modern a-drugarez d'ar 128 breved disklêriet gantañ. E-touez e ijinadennoù brudetañ e kaver ar bistolenn Colt M1911, bet kopiet meur a wech er bed abaoe ; ar vindrailherez M1919, ar BAR M1918, hag ar Browning Auto-5, ar fuzuilh-pomp aotomatek kentañ. Labourat a reas gant an embregerezh amerikan Winchester Repeating Arms Company eus 1883 betek 1898. Pa voe nac'het gant an embregerezh un emglev evit produiñ an Auto-5 nevez-savet gantañ ez eas da varc'hata gant an embregerezh belgiat FN Herstal. D'ar 26 a viz Du 1926 e varvas e Liège diwar un taol-kalon e savadurioù an embregerezh FN Herstal. O labourat e oa war ur bistolenn 9 mm dam-aotomatek nevez, a deuas da vezañ ar bistolenn FN GP35, brudet dindan e anv all, Browning Hi-Power. Kenlabourat a reas gant embregerezhioù all evit sevel pezhioù armoù pe mekanikerezhioù : Colt, Remington, Savage ha Stevens. Produioù Kartouchennoù .25 ACP .32 ACP .38 ACP .380 ACP .45 ACP .50 BMG 9mm Browning Long Armoù-tan Pistolennoù FN M1899/M1900 (.32 ACP) Colt Model 1900 (.38 ACP) Colt Model 1902 (.38 ACP) Colt Model 1903 Pocket Hammer (.38 ACP) FN Model 1903 (9mm Browning Long) Colt Model 1903 Pocket Hammerless (.32 ACP) FN Model 1906 Vest Pocket (.25 ACP) Colt Model 1908 Vest Pocket (.25 ACP) Colt Model 1908 Pocket Hammerless (.380 ACP) FN Model 1910 (.32 ACP, .380 ACP) FN model 1922 (.32 ACP, (.380 ACP) U.S. M1911 pistol (.45 ACP) Browning Hi-Power (9mm Parabellum) Colt Woodsman pistol (.22 LR) Fuzuilhoù-pomp Savage Model 720 Ithaca Model 37 Stevens Model 520/620 Winchester Model 1887 Winchester Model 1893 Winchester Model 1897 Winchester Model 1912 Browning Auto-5 Browning Superposed over/under shotgun Remington Model 17 Karabinennoù Winchester Model 1885 falling-block single-shot rifle Winchester Model 1886 lever-action repeating rifle Winchester Model 1890 slide-action repeating rifle (.22 LR) Winchester Model 1892 lever-action repeating rifle Winchester Model 1894 lever-action repeating rifle Winchester Model 1895 lever-action repeating rifle Winchester Model 1900 bolt-action single-shot rifle (.22 LR) Remington Model 8 semi-auto rifle Browning 22 Semi-Auto rifle (.22 LR) Remington Model 24 semi-auto rifle (.22 LR) FN Trombone pump-action rifle (.22 LR) U.S. M1918 Browning Automatic Rifle (BAR) Mindrailherezioù U.S. M1895 U.S. M1917 U.S. M1919 U.S. M2 (.50 BMG) U.S. M4 Gwelet ivez video mont en-dro ur vindrailherez M1895, lesanvet "Potato Digger" (saozneg) istor John Moses Browning war lec'hienn an embregerezh Browning (galleg) Ganedigezhioù 1855 Marvioù 1926 Krouerien armoù-tan Armoù-tan
169039
https://br.wikipedia.org/wiki/Mona%20Kerys
Mona Kerys
Mona Kerys eo anv kanerez Simone Le Pesquer (Angers 1908 - Pariz 1984), ur ganerez eus Bro-Gwened, hag a zo meur a bladenn war he anv. Ganet e oa Simone ar Pesker en Angers, en ur familh eus Bro-Gwened. Tremen a reas he bugaleaj e Baod, a-raok ober he studi e Skol sonerezh Roazhon, ha mont da Bariz da vevañ gant he gwaz Paul Tessier, un arzour, luc'hskeudennour, kizellour ha livour. Goude an Eil Brezel-bed, er bloavezhioù 1950 ha 1960, e teuas er-maez meur a bladenn ganti, gant kanaouennoù brezhonek ha gallek. Reiñ a reas kentelioù kan ivez e Kêr-Vreizh, ti Bretoned Pariz. War he fladennoù e kaver kanaouennoù anavezet evel Bro gozh ma zadoù, Kousk Breizh-Izel, Dalc'h soñj, Me zo ganet e-kreiz ar mor, koulz ha kanaouennoù gallek Théodore Botrel evel La Paimpolaise pe Fleur de blé noir. Liamm diavaez Bro gozh ma zadoù, kanet gant Mona Kerys, e 1948 Ganedigezhioù 1908 Marvioù 1984 Kanerezed Breizh Kanerezed brezhonek Kanerezed gallek
169040
https://br.wikipedia.org/wiki/Moli%C3%A8res
Molières
Molières zo un anv-lec'h gallek, ha hini meur a lec'h e Bro-C'hall. kumunioù Molières, e departamant Dordogne Molières, e departamant Lot Molières (Tarn-et-Garonne), kumun ha kanton, e departamant Tarn-et-Garonne Molières-Cavaillac, e departamant Gard Molières-sur-Cèze, e Gard Les Molières, en Essonne lec'hioù all Molières, kêriadennig e Chemazé, e departamant Mayenne. Molières-Glandaz, kumun gwechall; hiriv e kumun nevez Solaure-en-Diois, en Drôme.
169044
https://br.wikipedia.org/wiki/Cabreros
Cabreros
Cabreros zo un anv-lec'h spagnolek. Cabreros del Monte Cabreros del Río Pennad kar Cabrero
169045
https://br.wikipedia.org/wiki/6%2C35%20mm%20Browning
6,35 mm Browning
Ar 6,35 Browning, e anv metrek 6,35 x 16 mm SR, anavezet ivez dindan an anvioù .25 ACP pe .25 Auto, zo ur munision ijinet e 1903 gant an amerikan John M. Browning evit ar pistolennoù aotomatek bihan. Istor Deveret eo ar 6,35 Browning eus ar c'hartouchennoù kozh evel ar .25 Stevens hag ar 6,35 Pickerts. Pal ar c'halibr-mañ e oa bezañ ken galloudus evel unan .32 Smith & Wesson ha ken bihan evel unan .22 LR. John Browning en doa choazet e vefe skoet ar munision e-kreiz ha n'eo ket war he zro, ar pezh a zo gwelloc'h evit adkargañ an armoù damaotomatek pe aotomatek. Implij Izeloc'h eo energiezh ur vannadell 6,35 Browning evit unan .22LR ha brasoc'h eo he zreuzkiz. Izeloc'h eo neuze he galloud-herzel. Poblek e oa ar munision-mañ e penn-kentañ an XXvet kantved evit an dud a glaske ober gant pistolennoù bihan : polis, ofiserien, siviled amerikan o doa c'hoant da gaout un arm er gêr d'en em zifenn. Ar bistolenn Browning M1906, a implije ar munision-mañ, a oa deuet da vezañ poblek peogwir e c'halle bezañ renket pe kuzhet en ur c'hodell. E fin an Eil Brezel Bed en deus ar .25 ACP kollet tachenn dirak ar munision 7,65 Court (.32 ACP) a oa marc'hadmatoc'h. Abaoe un nebeud bloavezhioù e teu diouzh ar c'hiz en-dro hag armoù kambret e 6,35 Browning a vez kinniget bremañ gant ar merkoù CZ pe Beretta. Daveennoù Taolenn ar 6,35 Browning war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Kalibroù armoù-tan Armoù-tan
169047
https://br.wikipedia.org/wiki/12%2C7%20%C3%97%2099%20mm%20NATO
12,7 × 99 mm NATO
An 12,7 × 99 mm NATO, anvet ivez .50 BMG (Browning Machine Gun) zo ur munision evit ar mindrailherezioù ponner hag ar fuzuilhoù a-bell implijet gant armeoù AFNA. Istor Savet eo bet ar munision-mañ gant an amerikan John M. Browning da vare ar Brezel Bed Kentañ. Soñjet e oa bet evel ur munision a-enep ar c'hirri-nij. Ur stumm brasoc'h eo eus ar c'hartouchennoù .30-06 Springfield. Ar vindrailherez ijinet evit tennañ munisionoù 12,7 x 99 mm eo ar Browning M2. Ganet eo diwar c'houlenn an United States Army Ordnance Corps a glaske ur munision dezhañ ur boled ponner, 820 m/s e dizh. Esaeoù kartouchennoù 11 mm a oa bet graet e Frañs dija. O fal a oa toullañ plakennoù houarnet tev. An embregerezh Winchester hag e ijinour John M. Browning a voe karget da sevel ar gartouchenn nevez hag e teuas ar .50 BMG diwar o labour. Implijet e voe ar .50 BMG hag ar vindrailherez Browning M2 adalek 1921 gant an U.S. Army. Talvoudus e voe ar munision-mañ d'ar Gevredidi en Eil Brezel Bed dre ma c'halle toullañ ar braz eus gwiskadoù houarnet skañv ar c'harbedoù alaman. Ne voe ket ken efedus e bourzh ar c'hirri-nij amerikan peogwir e vanke galloud dezhañ da vezañ efedus en emgannoù en oabl. Implijet e voe memestra da aesaat pourveziañ armoù an USAAF. Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh ar c'halibr-mañ hag ar vindrailherez Browning M2 montet e biñsaskelloù pe e karbedoù AFNA. A-wechoù e vez implijet gant soudarded war-droad evel mindrailherez skoazell. Daoust dezhañ bezañ bet ijinet evit ar mindrailherezioù e vez graet gant ar munision-mañ e fuzuilhoù a-bell uhel o c'halibr. Efedus eo evit distruj a-bell traoù n'int ket houarnet (radaroù, kirri-nij). Ne vez ket implijet a-enep tud a-bell peogwir n'eo ket ken resis ha kalibroù modernoc'h all (6,5 Creedmoor da skouer). Daveennoù taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Armoù-tan Kalibroù armoù-tan
169050
https://br.wikipedia.org/wiki/.30-06%20Springfield
.30-06 Springfield
An .30-06 Springfield pe 7,62 x 63 mm zo ur c'halibr armoù-tan deveret eus an .30-03 Springfield hag implijet gant arme ar Stadoù-Unanet abaoe 1906. Implijet eo bet en armoù evel ar fuzuilhoù M1917 Enfield, Springfield M1903 ha BAR M1918 (er Brezel Bed Kentañ), hag en M1 Garand hag er vindrailherez Browning 1919 e-pad an Eil Brezel Bed. Kemeret eo bet e lec'h gant ar 7,62 x 51 mm evel munision standart AFNA e 1954, met implijet eo bet gant armeoù zo betek ar bloavezhioù 1970, da vare Brezel Vietnam da skouer. E hed-tenn efedus a zo war-dro 900 metr hervez hirder ar c'hanol. Abaoe e vez implijet gant siviled dreist-holl. Ur c'halibr poblek eo gant chaseourien Norzhamerika evit al loened bras. Aotreet eo evit chaseal e Frañs abaoe 2013 ha berzh a ra er vro-mañ. Hervez ar broduerien munisionoù eo an .30-06 Springfield unan eus an tri munision implijetañ er c'harabinennoù gant ar 7,62 x 51 mm NATO hag ar 7,62 x 39 mm M43. Ar c'halibroù .270 Winchester ha .35 Whelen zo deveret eus ar c'halibr-mañ. Daveennoù Taolenn an .30-06 Springfield war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP (galleg) 30-06 Springfield 30-06 Springfield
169052
https://br.wikipedia.org/wiki/Gwenn%20%28sporto%C3%B9%29
Gwenn (sportoù)
Ur gwenn pe sibl a zo un dra hag a glasker tizhout pa denner gant biroùigoù, gant ur wareg pe gant armoù-tan. Bras pe vrasoc'h a c'hell bezañ hervez ar bellder etre an tenner hag ar gwenn. Sifroù da gontañ ar poentoù a c'hall bezañ skrivet warnañ. Biroùigoù Gwaregata Sportoù-tennañ Gwenn ha du eo ar sibloù paper implijet er sportoù-tennañ. Sibloù metal a vez implijet ivez evit amprouennoù zo. E-touez ar gwennoù paper, anavezet pe get, gant an ISSF e kaver sibloù : ISSF C300 (100 x 100 cm) evit an amprouennoù karabinenn 300 metr ; C200 (80 x 80 cm) evit ar garabinenn 200 metr ; C100 (30 x 30 cm) evit ar garabinenn 100 metr ; ISSF 11 x 11 cm evit an amprouennoù karabinenn 50 metr ; ISSF C50 (50 x 50 cm), evit an amprouennoù pistolenn 25 metr ha 50 metr, implijet evit pleustriñ da 50 metr gant ar c'harabinennoù ivez ; C17 (15,5 x 15,5 cm) evit ar bistolenn 10 metr dre aer wasket ; ISSF C10 (4,5 x 4,5 cm), evit an amprouennoù karabinenn 10 metr dre aer wasket ; gwennoù ispisial evit an amprouennoù Bench Rest, meur a wenn bihan gante war ar memes kartoñs ; sibloù fiñv paper tresadennoù loened warne. Sibloù all a implijer ha pa ne vefent ket anavezet gant an ISSF : reoù ruz ha gwenn, pe reoù a ziskoach ul liv melen er poent ma vezont skoet. Daveennoù Sport Armoù-tan Sportoù tennañ
169053
https://br.wikipedia.org/wiki/Ventosa%20de%20la%20Cuesta
Ventosa de la Cuesta
Ventosa de la Cuesta zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn.
169054
https://br.wikipedia.org/wiki/Cuesta
Cuesta
Cuesta zo un anv-lec'h hag un anv-den spagnolek. Lec'hioù Cuesta Blanca, e proviñs Granada Castilleja de la Cuesta, e proviñs Sevilla, e kumuniezh emren Andalouzia Merindad de Cuesta Urria, e proviñs Burgos Olmeda de la Cuesta, e proviñs Cuenca San Cristóbal de la Cuesta, e proviñs Salamanca Tud Luis Francisco Urquizo Cuesta, barzh ha livour ekwadorian Pablo González Cuesta, romantour spagnol Belén Cuesta, aktourez Cuesta Blanca , anv meur a lec'h Gregorio García de la Cuesta, jeneral spagnol e Brezel Dizalc'hiezh Spagn Inma Cuesta, aktourez spagnol
169067
https://br.wikipedia.org/wiki/Greunadenn%20%28arm%29
Greunadenn (arm)
Greunadenn a vez graet eus un arm tarzh bannet dre voaz gant an dorn (anvet neuze greunadenn dorn), met ivez gant stumm un obuzenn (strinkenn tarzh) skoet gant ur fuzuilh (greunadenn fuzuilh) pe ur banner-greunadennoù. Ar greunadennoù a-vremañ zo savet gant ur mir danvez tarzh, un distonier, ur skoer evit enaouiñ an distonier, an armañ a zo stanket gant ur surentez evit an dezougen. An implijer a rank tennañ ar surentez (ur walenn dre voaz) a-raok bannañ ar c'hreunadenn. Ur wech skoet an arm, ar surentez a laosk ar skoer da vont hag an distonier da blantañ tan en danvez tarzh. Goude ur pennadig amzer e tarzh ar c'hreunadenn. Greunadennoù Armoù troadegiezh Armoù da vannañ
169072
https://br.wikipedia.org/wiki/Alcalal%C3%AD
Alcalalí
Alcalalí zo ur gumun e Spagn, e proviñs Alacant, e Kumuniezh València.
169073
https://br.wikipedia.org/wiki/Villena
Villena
Villenaa zo ur gumun e Spagn, e proviñs Alacant, e Kumuniezh València.
169074
https://br.wikipedia.org/wiki/El%20Verger
El Verger
El Verger zo ur gumun e Spagn, e proviñs Alacant, e Kumuniezh València.
169075
https://br.wikipedia.org/wiki/Video%20diwar%20c%E2%80%99houlenn
Video diwar c’houlenn
Video on demand berraet e VOD, e brezhoneg Video diwar c’houlenn a vez graet eus un doare embann ur media o reiñ an tu d'un implijer da welet ur filmig, selaou un oberenn aodio, abadennoù skinwel pe filmoù hep bezañ rediet da c'hortoz ul lajad amzer resis hervez eurvezhioù skignañ. En , an doare skignañ eeun e oa an hini implijetañ. Gant internet o tont war-wel, ar guzumerien a oa krog da vont etrezek doareoù skignañ disheñvel evel ar video diwar c’houlenn war ar skinweloù hag ar poellgomzoù hag an urzhiataerezhioù personel. Video diwar c’houlenn Kenrouedad
169077
https://br.wikipedia.org/wiki/Verger
Verger
Verger, gwerje e brezhoneg, zo un anv-lec'h gallek ha katalanek. Kumunioù Le Verger, anv gallek Gwerzher e Breizh Oisy-le-Verger Saint-Quentin-le-Verger El Verger, e proviñs Alacant, e Kumuniezh València Lec'hioù all Kastell Le Verger, anv meur a lec'h e Breizh
169078
https://br.wikipedia.org/wiki/Oisy%20%28st%C3%AAr%29
Oisy (stêr)
An Oisy zo ur stêr e Bro C'hall, hag a red dre broviñs kozh Nivernais, hiriv an departamant Nièvre, ma'z eo adstêr d'an Yonne. Stêrioù Bro-C'hall
169080
https://br.wikipedia.org/wiki/Sant%20Jordi%20%28Castell%C3%B3%29
Sant Jordi (Castelló)
Sant Jordi zo ur gumun e Spagn, e Kumuniezh Valencia, e proviñs Castelló.
169081
https://br.wikipedia.org/wiki/Le%20Mirouer%20de%20la%20Mort
Le Mirouer de la Mort
Le Mirouer de la Mort zo ur varzhoneg gant Jehan an Archer Coz embannet e 1519 . Studiet e voe gant Emile Ernault, hag adembannet e 1914. Un droidigezh zo bet graet gant Yves Le Berre, embannet e 2023. Liammoù diavaez Studiadenn gant Emile Ernault Studiadenn war Infobretagne An destenn Notennoù ha daveennoù Lennegezh krennvrezhonek
169087
https://br.wikipedia.org/wiki/Milfeuilh
Milfeuilh
Ur milfeuilh zo un doare pastezerezh graet gant tri gwiskad toaz feilhennek ha daou wiskad dienn bastezerezh. Lindrennet eo an nec'h gant sukr lindr pe teuzus. Koñfitur pe frouezh zo a-wechoù. Gwestell
169089
https://br.wikipedia.org/wiki/.338%20Lapua%20Magnum
.338 Lapua Magnum
An .338 Lapua Magnum (8,58 x 70 mm) zo ur munision savet evit fuzuilhoù a-bell an arme. Krouet eo bet gant Nammo Lapua Oy hag an embregerezh finlandat Lapua e 1989. Orin E deroù ar bloavezhioù 1980 e klaske an US Marines Corps ur munision fuzuilhoù a-bell gouest da dreuziñ ar jiletennoù a-enep boledoù da 1000 metr. E 1983 e krogjont da labourat war ar raktres-se hag e 1985 e voe amprouet ur munision nevez. Mat e oa an disoc'h met gwelloc'h e kavas ar Marines kenderc'hel d'ober gant ar c'hartouchennoù .50 BMG standart e AFNA. Divizout a reas an embregerezh Lapua kenderc'hel e-unan gant diorren ar munision asambles gant an embregerezhioù Sako hag Accuracy International. Ar gevrat kentañ sinet evit ar munision a voe e 2008 evit an L115A3 saoz. Deskrivadur Ijinet eo bet evel ur munision a-enep tud, met gellet a raer ober gantañ a-enep dafar, evit karbedoù skañv da skouer. Meur a arm a vez kambret gant ar c'halibr-mañ bremañ, evel ar fuzuilh Accuracy International AWM, an FN Ballista pe ar McMillan Tac-338. Roadennoù ar vannouriezh En ur vezañ implijet gant sniperien war tachennoù-brezel en deus diskouezet ar munision-mañ bezañ efedus-tre. E 2009 e voe lazhet gant ur soudard saoz daou daliban da 2.475 metr e Afghanistan, o tennañ gant ur fuzuilh L115A3 Long Range Rifle kambret e .338 Lapua Magnum. Tri fouez a gaver : 200, 250 ha 300 greunenn (12,96, 16,20 ha 19,44 gram). Efedus eo ar munision betek ouzhpenn 1.500 metr gant ur boled 300 greunenn. Implij Ouzhpenn 30 vro a ra gant ar munision-mañ en o fuzuilhoù a-bell, ar Rouantelezh-Unanet en o zouez. 338 Lapua Magnum 338 Lapua Magnum
169091
https://br.wikipedia.org/wiki/Emgann%20Arawe
Emgann Arawe
Emgann Arawe (brudet ivez evel Operation Director) a oa bet stourmet etre nerzhioù lu ar Gevredidi ha re Impalaeriezh Japan e-kerzh Kampagn Preden-nevez e-pad an Eil Brezel-bed. An emgann a oa bet ul lodenn eus an Oberiadur-brezel Cartwheel. Ar pal a oa harpañ, dre sevel un taol diduellañ dres a-raok, an dilestradeg war Cape Gloucester e fin miz Kerzu 1943. Nerzhioù lu Japan a oa o c'hortoz un dagadenn Gevredet e kornôg Preden-Nevez hag a oa o kreñvaat al lec'h difennerezh pa oa bet dilestradeg ar Gevredidi en Arawe d'ar 15 a viz Kerzu 1943. Goude ur mizvezh emgannoù gant ehanoù lies e oa bet kaset ar Japaniz kuit gant ar Gevredidi. Emgannoù 1943 Emgannoù 1944 Emgannoù an Eil Brezel-bed Emgannoù Brezel ar Meurvor Habask Emgannoù gant Lu Impalaeriezh Japan Emgannoù gant an US Army Emgannoù gant an US Navy Dilestradegoù
169092
https://br.wikipedia.org/wiki/Albendea
Albendea
Albendea zo ur gumun eus proviñs Cuenca e Spagn.
169093
https://br.wikipedia.org/wiki/Alcantud
Alcantud
Alcantud zo ur gumun eus proviñs Cuenca e Spagn.
169094
https://br.wikipedia.org/wiki/Vellisca
Vellisca
Vellisca zo ur gumun eus proviñs Cuenca e Spagn.
169095
https://br.wikipedia.org/wiki/Vara%20de%20Rey
Vara de Rey
Vara de Rey zo ur gumun eus proviñs Cuenca e Spagn.
169096
https://br.wikipedia.org/wiki/Valhermoso%20de%20la%20Fuente
Valhermoso de la Fuente
Valhermoso de la Fuente zo ur gumun eus proviñs Cuenca e Spagn.
169097
https://br.wikipedia.org/wiki/Valhermoso
Valhermoso
Valhermoso ( saonenn gaer) zo un anv-lec'h spagnolek. Kumunioù Valhermoso de la Fuente, e proviñs Cuenca Valhermoso, e proviñs Guadalajara Pennad kar Valfermoso