id
stringlengths
2
6
url
stringlengths
31
243
title
stringlengths
1
148
text
stringlengths
6
119k
169239
https://br.wikipedia.org/wiki/Arriate
Arriate
Arriate zo ur gumun eus Spagn, e kornôg proviñs Málaga en Andalouzia.
169240
https://br.wikipedia.org/wiki/Arenas%20%28M%C3%A1laga%29
Arenas (Málaga)
Arenas zo ur gumun eus Spagn, e kornôg proviñs Málaga en Andalouzia.
169241
https://br.wikipedia.org/wiki/Gerio%C3%B9-bir
Gerioù-bir
Ur c’hoari gerioù par d’ar gerioù-kroaz eo ar gerioù-bir, ma vez lakaet an termenadurioù e karrezennoù du ar gael. Istor E Sveden eo bet krouet ar gerioù-bir, ha degaset da vro-C’hall e 1969 gant Jacques Capelovici (mestr Capelo). E Breizh An aozer gerioù-kroaz ha gerioù-bir Jujubier (Julien Poirier) en deus savet ur gael gerioù-bir e stumm ur gartenn Breizh. Gwelout ivez Gerioù-kroaz Daveoù C'hoarioù
169245
https://br.wikipedia.org/wiki/Arenas%20del%20Rey
Arenas del Rey
Arenas del Rey zo ur gumun e Spagn e Proviñs Granada.
169246
https://br.wikipedia.org/wiki/El%20Pinar%20%28Granada%29
El Pinar (Granada)
El Pinar zo ur gumun e Spagn e Proviñs Granada.
169247
https://br.wikipedia.org/wiki/Gobernador%20%28Granada%29
Gobernador (Granada)
Gobernador (gouarnour e brezhoneg) zo ur gumun e Spagn e Proviñs Granada.
169248
https://br.wikipedia.org/wiki/Gobernador
Gobernador
Gobernador (gouarnour e brezhoneg) zo anv meur a lec'h e broioù spagnolek zo, dreist-holl en Arc'hantina. Lec'hioù en Arc'hantina Gobernador Costa, kumun e proviñs Chubut. Gobernador Dupuy, departamant e proviñs San Luis. Gobernador Duval, kumun e proviñs La Pampa. Gobernador Garmendia, kumun e proviñs Tucumán. Gobernador Gregores, kumun e proviñs Santa Cruz. Gobernador López, kumun e proviñs Misiones. Gobernador Mansilla, kumun en Entre Ríos. Gobernador Piedrabuena, kumun e proviñs Tucumán. Gobernador Roca, kumun e proviñs Misiones. Gobernador Virasoro, kumun e proviñs Corrientes. Villa Gobernador Gálvez, kumun e proviñs Santa Fe. e Spagn Gobernador (Granada), kumun e proviñs Granada. e Puerto Rico Gobernador Piñero,karter e San Juan.
169249
https://br.wikipedia.org/wiki/Lozoya%20%28st%C3%AAr%29
Lozoya (stêr)
Al Lozoya zo ur stêr hag a red dre hanternoz Kumuniezh Madrid, e Spagn, da gemberiñ gant ar Jarama, a zo adstêr d'an Tajo. Eieniñ a ra e park naturel Peñalara, war lez ar sierra de Guadarrama. Stêrioù Spagn
169250
https://br.wikipedia.org/wiki/Carpetani
Carpetani
Ar bobl Carpetani a oa ur bobl geltiek o chom e Ledenez Iberia a-raok ma voe aloubet gant ar Romaned. O chom edont etre an Tagus (Tajo) hag an Anas Guadiana, en-dro da gêr Toledo, e kreisteiz ar Meseta. Bevañ a raent diwar al labour-douar, hag ar Geltibered a oa amezeien dezho. Pobloù kelt Iberia Pobloù an Henamzer
169251
https://br.wikipedia.org/wiki/Sir%20Nigel
Sir Nigel
Sir Nigel zo ur romant istorel gant Arthur Conan Doyle e 1906 diwar-benn ar Brezel Kant Vloaz (1337-1453) etre ar bloavezhioù 1350 ha 1356. Un darnig a c'hoarvez e Breizh, war-dro Ploermael. An haroz eo Nigel Loring, ur marc'heg e servij ar roue Edward III ; diazezet war ar marc'heg istorel Neil Loring (~1320-1386) eo an dudenn. Liammoù diavaez Wikisource Romantoù istorel saoznek Levrioù 1906 Arthur Conan Doyle
169253
https://br.wikipedia.org/wiki/Annaig%20Kervella
Annaig Kervella
Annaig Kervella (Anna Gwenola) zo bet implijadez ar c'hleweled publik e Breizh a-raok mont war he leve. Ezelez eo eus Kuzul sevenadurel Rannvro Breizh abaoe 2021, ha perzhiadez e kuzul-ren Al Liamm, asambles gant he fried, Herve Latimier. Buhez Merc'h eo da Ivetig an Dred-Kervella ha da Frañsez Kervella, hag he zud, koulz hag he daou vreur, Erwan ha Divi, hag he c'hoar Riwanon ivez o deus kemeret perzh en Emsav sevenadurel. Dimezet eo gant Herve Latimier hag o zri bugel, Milio, Ninnog ha Gwenvred o deus dispennet roudoù o zud hag o zud-kozh. Remzad micherel Labouret he deus evit Radio Frañs Bleu Breizh Izel ha Frañs 3 evit sevel ha produiñ abadennoù brezhonek. Kazetennerez, eilrenererez ha kenurzhierez e voe evit an abadennoù brezhonek Frañs Tri Roazhon, dindan Fañch Broudig ha Bernez Rouz. Obererezhioù sevenadurel evit ar brezhoneg Savet he deus haikoù brezhonek ha kemeret perzh e kenstrivadegoù. Skridaozañ a ra notennoù evit ar gelaouenn Al Liamm. Eil prezidantez Ofis publik ar Brezhoneg e oa bet e 2005, pa voe chañchet e statud. Levrlennadurezh Littérature, un duo accueilli mardi. E-barzh Le Télégramme, 17 C'hwevrer 2018. Notennoù ha daveennoù Emsaverien Breizh
169254
https://br.wikipedia.org/wiki/Istolatios
Istolatios
Istolatios, pe Istolatius, a oa tiern Turdetaned kreiz Ledenez Iberia, en IIIde kantved kent JK. Sevel a reas un armead vras, gant Turdetaned, Ibered ha Keltibered, da enebiñ ouzh arme Kartada, kaset gant Hamilcar Barca. Hervez Diodoros Sikilia e oa Istolatios gant e vreur evel harper. Hennezh a oa Indortes, a renas war-lerc'h Istolatios, nemet diouzh lenn Diodoros ne oa ket ar memes den Indortes hag e vreur. Pa voe aloubet saonenn ar Guadalquivir gant Hamilcar hag e soudarded , e 220 kent JK, ez eas Istolatios en arbenn dezhañ gant un armead Turdetaned hag Iberi eus ar vro. Met ne oant ket evit doareoù-brezeliñ soudarded Kartada, a vrezelie gant olifanted, ha trec'het e voent. Prizoniet e voe Istolatios hag e vreur, jahinet o-daou ha staget ouzh ur groaz. Goude se e kemeras tri mil a Durdeteani prizoniet en e arme. Meneget eo e anv en Notennou diwar-benn ar Gelted koz hag er Sketla Segobrani. E vreur Indortes, a renas war e lerc'h. Marvioù -230 Turdetaned
169255
https://br.wikipedia.org/wiki/Albendiego
Albendiego
Albendiego zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha.
169256
https://br.wikipedia.org/wiki/Alcocer
Alcocer
Alcocer zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha.
169257
https://br.wikipedia.org/wiki/Alcoroches
Alcoroches
Alcoroches zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha.
169258
https://br.wikipedia.org/wiki/Escopete
Escopete
Escopete zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha.
169259
https://br.wikipedia.org/wiki/Ciruelas
Ciruelas
Ciruelas (prun e brezhoneg) zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha.
169260
https://br.wikipedia.org/wiki/El%20Cubillo%20de%20Uceda
El Cubillo de Uceda
El Cubillo de Uceda zo ur gumun e proviñs Guadalajara, en Kastilha-La Mancha.
169261
https://br.wikipedia.org/wiki/Cubillo
Cubillo
Cubillo zo un anv-lec'h spagnolek ha hini meur a lec'h. kumunioù Cubillo (Segovia), e proviñs Segovia El Cubillo de Uceda, e proviñs Guadalajara Cubillo del Campo, e proviñs Burgos Santa María del Cubillo, e proviñs Ávila ranngumunioù Cubillo de Castrejón, e Castrejón de la Peña en proviñs Palencia Cubillo de Ebro, e Valderredible, en Cantabria Cubillo de Ojeda, e Cervera del Pisuerga, e proviñs Palencia Cubillo del César, e proviñs Burgos Pennadoù kar Cubillos Cubilla
169262
https://br.wikipedia.org/wiki/Kulasenn%20%28armo%C3%B9-tan%29
Kulasenn (armoù-tan)
Ur gulasenn zo ur pezh en un arm-tan a servij da serriñ kambr ar munision a-dreñv d'ar c'hanol. Ur pezh luziet eo peowgir e rank bezañ fiñv-difiñv ha war un dro solut a-walc'h da chom hep terriñ abalamour da wask ar gazoù produet gant poultr ar munisionoù o tarzhañ. Doareoù kulasennoù Ur gulasenn a c'hall bezañ serr pe digor, blodet pe frank. Un arm-tan a ya en-dro gant ur gulasenn digor a c'hall bezañ blodet e gulasenn (pistolenn-vindrailherez Thompson) pe frank (PM wz. 63). Armoù zo a cheñch o mont en-dro hervez o mod-tennañ : ar Fallschirmgewehr 42 a denn e « kulasenn digor » pa vez e mod aotomatek ha « kulasenn serr » pa vez e mod damaotomatek. Kulasenn serr Gant ar sistem-mañ eo serr ar gulasenn dija da vare an tennañ. Resisoc'h eo an tennoù peogwir e fiñv nebeutoc'h pezhioù an arm, met hiroc'h eo an arm da yenaat goude pep tenn ha gwallzarvoudoù a c'hell en em gavout : ma chom tomm-berv ar gambr e c'hall bezañ uhel a-walc'h an temperadur enni da lakaat an emors da darzhañ e-unan hep bezañ skoet. Cook off a vez graet eus an darvoud-se. E-touez an armoù dezhe ur sistem « kulasenn serr » e kaver dreist-holl : ar c'harabinennoù morailh ar c'harabinennoù loc'henn-grogenn ar fuzuilhoù-pomp ar braz eus ar pistolennoù ar braz eus ar fuzuilhoù-arsailh (M16, AK-47...) Kulasenn digor Gant ar sistem-mañ e chom ar gulasenn en a-dreñv betek ma vo pouezet war an draen ha dieubet gantañ. Bontet eo ar gulasenn neuze gant ar winterell-daspunerez, degas a ra ganti ur gartouchenn er gambr hag e sko warni. Dre se e vez yenaet gwelloc'h an arm, setu perak e vez implijet kalz war armoù uhel o lusk-tennañ evel ar pistolennoù-mindrailherez. Diresisoc'h eo an tennoù dre ma fiñv ar gulasenn da vare an tenn. Ar sistem-mañ a gaver war armoù evel : an MP40 an Thompson ar MAT 49 an Uzi Kulasenn frank Frank eo ar gulasenn war armoù aotomatek pe damaotomatek a ra gant munisionoù izel o galloud. A-walc'h eo nerzh ar winterell neuze evit mirout ouzh ar gulasenn da gilat ha da zigeriñ da vare an tenn betek ma vefe aet ar boled e-maez eus ar c'hanol. Setu un nebeud armoù a ya en-dro dre ar sistem-se : Walther PP Makarov PM Mat 49 Sten Kulasenn vlodet Blodet e rank bezañ ar gulasenn war armoù a implij munisionoù galloudusoc'h. Ma vefe frank ar gulasenn e c'hallfe digeriñ dindan wask ur munision galloudus a-raok ma vefe aet ar boled er-maez eus ar c'hnaol penn-da-benn, ar pezh a vefe dañjerus abalamour d'ar gwask gazoù uhel a zo enni d'ar poent-se. Un nebeud armoù a ra gant ar sistem-mañ : ar Browning GP, hag ar bras eus ar pistolennoù uhel o c'halibr ar re dezhe ur wikefre gant ul loc'henn (FAMAS da skouer) ar re dezhe ur wikefre gant rollerioù (HK G3, HK MP5) Liammoù diavaez Filmoù berr da zisplegañ an diforc'hioù etre kulasennoù serr ha digor pe frank ha blodet war chadenn Maître Luger, gwelet d'ar 26/12/2023 (galleg) Armoù-tan Pezhioù armoù-tan
169264
https://br.wikipedia.org/wiki/Cubillo%20%28Segovia%29
Cubillo (Segovia)
Cubillo zo ur gumun e Spagn e proviñs Segovia.
169265
https://br.wikipedia.org/wiki/Villeguillo
Villeguillo
Villeguillo zo ur gumun e Spagn e proviñs Segovia.
169266
https://br.wikipedia.org/wiki/Hontanares%20de%20Eresma
Hontanares de Eresma
Hontanares de Eresma zo ur gumun e Spagn e proviñs Segovia.
169267
https://br.wikipedia.org/wiki/Cook%20off
Cook off
Ar cook off, cooking off pe tarzhadenn degaset gant an tommder a c'hoarvez a-wechoù en armoù dezhe ur sistem gant ur gulasenn serr. Deskrivadur War an armoù-tan hiniennel An armoù-tan dezhe ur sistem kulasenn serr a zo resisoc'h evit ar re all, met chom a ra serr o c'hulasenn da vare an tenn. Tomm-kenañ e chom kambr ar munision, hag e degouezhioù zo e c'hall an tommder-se lakaat emors ar gartouchenn da darzhañ hep ma vefe skoet, en ur gas ar vannadell war-raok er c'hanol. Dañjerus eo peogwir e c'hall an arm tennañ e-unan pa vez buket war-zu un den, pe pa vez digoret ar gulasenn just a-raok an darzhadenn abalamour d'ar gazoù produet a c'hell gloazañ an dud tost. E-touez an armoù serr o c'hulasenn emañ : ar c'harabinennoù morailh ; ar c'harabinennoù loc'henn-grogenn ; ar fuzuilhoù-pomp ; ar braz eus ar pistolennoù ; ar braz eus ar rummadoù fuzuilhoù-arsailh kentañ. E-barzh ar c'hirri-houarnet E-barzh ar c'hirri-houarnet e c'hall an tommder degaset gant implij ar c'hanol pe tarzhadenn ur vannadell a-enep-tankoù lakaat ar munisionoù e-bourzh da darzhañ. Distrujet e vez ar c'harr-houarnet penn-da-benn pa c'hoarvez, peurliesañ. Diskoulmoù War an armoù-tan hiniennel eo bet ijinet ar sistem kulasenn digor evit yenaat ar wikefre ha tremen hebioù ar cook off. E-barzh kirri-houarnet zo, evel an tankoù amerikan M1 Abrams da skouer, ez eus bet ouzhpennet ur sistem evit yenaat al lec'h m'eo renket ar munisionoù dre skarzhañ an aer domm er-maez. Liammoù diavaez Ur vindrailherez MG3 oc'h ober ur cook off goude bezañ implijet en dezerzh. An dañjer evit an implijer a gomprener diouzhtu amañ (gwelet d'ar 26/12/2023) Armoù-tan Kimiezh
169268
https://br.wikipedia.org/wiki/Eresma
Eresma
An Eresma zo ur stêr eus kreiz Ledenez Iberia, adstêr d'an Duero. Adstêrioù Setu adstêrioù an Eresma: Río Cambrones Ciguiñuela Milanillos Río Moros Voltoya El lec'hanvadurezh Palazuelos de Eresma Yanguas de Eresma Hontanares de Eresma Hornillos de Eresma Stêrioù Spagn Douro
169269
https://br.wikipedia.org/wiki/Sep%C3%BAlveda%20%28Segovia%29
Sepúlveda (Segovia)
Sepúlveda zo ur gumun e Spagn, e proviñs Segovia.
169270
https://br.wikipedia.org/wiki/Urue%C3%B1as
Urueñas
Urueñas zo ur gumun e Spagn e proviñs Segovia.
169271
https://br.wikipedia.org/wiki/Valdeprados
Valdeprados
Valdeprados zo ur gumun e Spagn, e proviñs Segovia.
169272
https://br.wikipedia.org/wiki/The%20Lego%20Group
The Lego Group
The LEGO Group zo ur gompagnunezh diazezet e Billund e Danmark hag a brodu c'hoarielloù dindan ar merk Lego. Ganti e vez graet c'hoarielloù plastik a c'hoarvez eus brikennoù bihan a c'haller strollañ kenetrezo. Notennoù Lego Embregerezhioù Danmark
169275
https://br.wikipedia.org/wiki/.38%20Special
.38 Special
Ar munision .38 Special, anvet ivez .38 S&W Special, .38 Spl pe .38 Spc, zo ur c'halibr munisionoù savet gant an embregerezh Smith & Wesson. Deveret eo eus an .38 Long Colt. Gwerzhet e oa bet evit ar wech kentañ e 1902 evit ar revolver Smith & Wesson .38 Hand Ejector. Ar munision evit ar revolverioù gwerzhet ar muiañ er bed eo abaoe fin an Eil Brezel Bed. Deskrivadur An .38 Special zo ur c'halibr 9 mm (.357 da .358 meutad) graet evit bezañ tennet er revolverioù a zo o anv metrek 9 x 29 mm R. Tost an holl verkoù revolverioù a ginnig ur patrom revolver kambret gant ar munision-mañ, a zo gwelet evel resis ha liezimplij : da skouer ar Smith & Wesson M&P (Model 10) graet etre 1905 ha 2005, an S&W Chiefs Special (Model 36), ar Colt Detective Special, ar Colt Police Positive Special, ar Colt Official Police, pe ar Ruger SP 101. Gellet a raer tennañ munisionoù .38 Special en armoù kambret e .357 Magnum, a zo ur stumm deveret anezhañ. Implijerien a bep seurt Implijet eo bet kalz an .38 Special gant arme Stadoù-Unanet Amerika e-pad an Eil Brezel Bed ha gant polisoù ar vro-se goude. Er sportoù tennañ e vez implijet kalz en amprouennoù "Pistolenn Sport". Hervez ar gelaouenn Cibles ez eus bet gwerzhet 19 milion a armoù kambret er c'halibr-se abaoe 1902. Daveennoù Liammoù diavaez Taolenn an .38 Special war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Kalibroù armoù-tan Armoù-tan Sportoù tennañ
169276
https://br.wikipedia.org/wiki/7%2C62%20%C3%97%2039%20mm%20M43
7,62 × 39 mm M43
Ar 7,62 × 39 mm M43 (evit ar bloavezh 1943) zo ur munision soviedel savet da gentañ evit ar garabinenn SKS. Implijet kalz eo er bed a-bezh abaoe ar bloavezhioù 1950 abalamour dezhañ bezañ tennet gant ar fuzuilhoù-arsailh AK-47. Uheloc'h eo e c'halloud-toullañ evit hini ar munisionoù 5,56 x 45 mm broioù AFNA pe ar c'hartouchennoù soviedel 5,45 x 39 mm M74 abalamour d'e voled gwisket gant dir. An danvez-se a oa bet dibabet evit abegoù ekonomikel da gentañ. Armoù kambret e 7,62 mm M43 Karabinennoù : SKS, VZ 52/57, Rashid, Karabiner S. ; Fuzuilhoù-arsailh : AK-47/AKM-59 hag o c'hopiennoù, Sa Vz 58, RK 62, M4-WAC-47 Fuzuilhoù-mindrailher / Mindrailherezioù : Kalachnikov RPK, RPD hag o c'hopiennoù. Daveennoù Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Armoù-tan Kalibroù armoù-tan
169277
https://br.wikipedia.org/wiki/Riocavado%20de%20la%20Sierra
Riocavado de la Sierra
Riocavado de la Sierra zo ur gumun e proviñs Valladolid e Spagn.
169279
https://br.wikipedia.org/wiki/1%2C%202%2C%203%E2%80%A6%20Rimadello%C3%B9%20a%20ri%20%21
1, 2, 3… Rimadelloù a ri !
1, 2, 3… Rimadelloù a ri ! zo un dastumad rimadelloù embannet gant TES e 2012, adembannet e 2021. Liamm diavaez TES Dastumadoù rimadelloù
169281
https://br.wikipedia.org/wiki/.357%20Magnum
.357 Magnum
An .357 Magnum zo ur munision deveret eus ar c'halibr .38 Special. Krouet e oa bet e 1934 gant Elmer Keith hag an embregerezh armoù-tan amerikan Smith & Wesson. E anv metrek zo 9 × 33 mm R. Implijet e vez er revolverioù dreist-holl, er c'harabinennoù a-wechoù met ral-tre eo er pistolennoù abalamour d'ar boureled war e zouilhez a laka anezhañ da vezañ diaes da gambriñ e armoù aotomatek. Soñjet eo bet evel ur munision liezimplij, evit ar brezelioù, ar polis, ar chase koulz hag ar sportoù tennañ. Ar revolverioù kambret e .357 Magnum a c'hall ivez tennañ munisionoù .38 Special ; an diforc'h etre an daou eo hirder an douilhez, a zo hiroc'h war an .357. Kevezerezh a zo etre an .357 Magnum hag ar c'halibr .38 Super e bed ar sportoù tennañ. Un nebeud armoù kambret e .357 Magnum Pistolennoù IMI Desert Eagle Coonan .357 Magnum Contender Revolverioù Colt Single Action Army Colt Python Colt Boa Manurhin MR 73 Manurhin F1/X1 Spécial Police Ruger Blackhawk, Ruge GP100 S&W Model 27 SW Model 686 Taurus 65 / Taurus 66 Taurus Tracker 627 Daveennoù Taolenn an .357 Magnum war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Armoù-tan Kalibroù armoù-tan
169282
https://br.wikipedia.org/wiki/Mikiel%20Anton%20Vassalli
Mikiel Anton Vassalli
Mikiel Anton Vassalli (Żebbuġ, 5 Meurzh 1764 – Pietà, 12 Genver 1829) a oa ur skrivagner ha yezhour eus Malta, hag a embannas un toullad levrioù maltek, en o zouez ur geriadur malteg-italianeg, ur yezhadur pe c'hoazh an Aviel e malteg. Buhez Ganet e voe Mikiel Anton Vassalli e Żebbuġ en ur familh peizanted ha koll a reas e dad pa ne oa nemet daou vloaz. E 1785 ez eas da Roma, da studiañ yezhoù ar reter e skol-veur Sapienza. Er bloavezhioù 1790 e embannas levrioù hag a roas lañs da vat da studi skiantel ar malteg : L-Alfabett Malti (1790), Lill-Malti li qiegħed jaqra (al lizherenneg valtek) Ktieb il-Kliem Malti (1796) (ur geriadur malteg-latin-italianeg) il-Mylsen (1791) (ur yezhadur maltek e latin) En e zigoradur d'ar geriadur e embanne splann e felle dezhañ ober eus ar malteg yezh an deskadurezh hag ar vuhez e Malta. Tapout a reas ur post e skol-veur Malta da gelenn malteg, hag embann a reas levrioù all : ur yezhadur nevez eus ar malteg, en italianeg (1827) un torkad krennlavarioù maltek (1828) ar pevar Aviel, troet e malteg (1829) Harluet e voe eus Malta meur a wech e-pad e vuhez, abalamour d'e gredennoù politikel. Levezonet e oa bet gant soñjoù Kantved ar Sklêrijenn e-pad e studioù e Roma, ha gant an Dispac'h gall. Ur studi skiantel a reas eus ar malteg, e darempred gant ar yezhoù semitek all. Kinnig a rae ober eus ar malteg ur benveg evit deskadurezh ar bobl, e-lec'h an italianeg pe ar yezhoù estren all implijet e Malta betek neuze. Abalamour d'an dra-se e voe lesanvet Missier il-Lingwa Maltija'' (tad ar malteg). Ganedigezhioù 1764 Marvioù 1829 Skrivagnerien italianek Skrivagnerien latin Skrivagnerien valtek Yezhoniourien Troerien ar Bibl Geriadurourien
169284
https://br.wikipedia.org/wiki/%C3%9Arbel%20del%20Castillo
Úrbel del Castillo
Úrbel del Castillo zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169285
https://br.wikipedia.org/wiki/.303%20British
.303 British
An .303 British zo ur munision eus Breizh-Veur krouet e fin an XIXvet kantved evit an arme. Abaoe ar bloavezhioù 1960 e vez implijet evel munision sportoù tennañ nemetken. Pa oa bet ijinet e 1888 e oa karget douilhez ar munision gant poultr du. Adalek 1892 e voe erlec'hiet ar poultr du gant kordit, un danvez ha ne brodu ket kement a voged. Ar c'hordit a zo aes da anavezout er munisionoù, stumm ar spaghetti zo gantañ. Treuzkiz ar vannadell zo e gwirionez 0,311 meutad, ha n'eo ket 0,303 meutad : an anv .303 a zeu deus ledander diabarzh ar c'hanol pa vez muzuliet e nec'h e rizennoù. Dibabet e oa bet ar c'halibr-mañ peogwir e oa an hini bihanañ gouest da ehaniñ prim ul loen-kezeg o kargañ. Implijerien Kartouchenn reoliek ar British Army e voe an .303 British e-pad ouzhpenn 60 vloaz, betek 1960. Implijet e voe neuze gant kalz broioù eus ar Commonwealth ha gant broioù tost ouzh galloud Londrez. Diwar ar c'hartouchennoù-mañ e voe amprouet ar boledoù emledus kentañ, produet goude e arsanailh Dum Dum e-kichen Kolkata (India). Armoù an arme kambret e .303 British Fuzuilhoù Lee-Enfield Mark III Lee Enfield no4 Pattern 1914 Enfield fuzuilh Ross Lee-Enfield n°5 «Jungle Carbine» Fuzuilhoù-mindrailher ha mindrailherezed BREN Lewis Mark I fuzuilh-mindrailher skañv Madsen mindrailherez ponner Vickers Armoù-tan Kalibroù armoù-tan
169286
https://br.wikipedia.org/wiki/Arvest%20%28rann%20abadenn%20c%27hoariva%29
Arvest (rann abadenn c'hoariva)
Rann bennañ (pe rann nemeti) ur pezh-c'hoari eo an arvest, e testennoù pe abadennoù c'hoariva pe c'hoarigan. Ul lodenn eus an abadenn c'hoariva eo, hag aozet evit bezañ kenstag ha diforc'het diouzh an arvest da heul gant un dazc'hoari pe un prantad ma n'eus tra ebet kinniget war al leurenn. C'hoariva
169288
https://br.wikipedia.org/wiki/.30-30%20Winchester
.30-30 Winchester
Ar munision .30-30 Winchester, anvet a-wechoù .30 Winchester Center Fire pe .30 WCF zo ur gartouchenn skoet e kreiz ijinet e 1895 gant John Moses Browning evit Winchester. Dont a ra e anv eus e galibr (0,30 meutad) ha deus e gargad poultr (30 greunenn, da lavaret eo 1,95 g). Ar gartouchenn chase kentañ enni poultr hep moged e oa. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz evit chaseourien ha tennerien sport e Norzhamerika hag en Europa. Implijet e voe a-wechoù en armeoù : gant ar marc'hegerezh gall er fuzuilh Winchester 1894, gant ar British Navy er Brezel Bed Kentañ pe gant strolladoù all evel gwarded-aod Stadoù-Unanet Amerika. Bannadell Boled an .30-30 zo ront e benn. Ijinet e oa bet evit ar fuzuilh Winchester 1894, a zo ul loc'henn-grogenn ganti : gant ar stumm ront zo nebeutoc'h a riskloù e lakfe ar boled da darzhañ emors ar gartouchenn a zo dirazañ e tuellenn-gargañ an arm. Boledoù ar c'halibr-mañ zo gwisket ha/pe emledus, dre m'int bet soñjet evit ar chase. Un nebeud armoù kambret e .30-30 Winchester 94 Marlin 336 Savage 340 Thompson Contender Mossberg 464 Rossi Rio Grande Daveennoù taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Armoù-tan Kalibroù armoù-tan
169289
https://br.wikipedia.org/wiki/.22%20Hornet
.22 Hornet
An .22 Hornet pe 5,6 x 36R Hornet zo ur munision skoet war e dro ijinet e 1930 gant an embregerezh armoù-tan amerikan Winchester. Unan eus munisionoù galloudusañ familh an .22 eo abalamour d'e gargad poultr uhel. Dont a ra e anv eus ar saozneg Hornet a dalvez Pennmarc'henn. Implij E-pad an Eil Brezel-bed e veze implijet an .22 Hornet en armoù da chom bev a oa roet da ekipajoù kirri-nij an U.S. Air Force betek-gouzout e vijent diskaret en ul lec'h gouez. Kement-mañ a oa graet evit ma c'halljent chaseal ha debriñ. D'ar poent-se e oa boledoù emledus war ar munisionoù .22 Hornet. O vezañ ma oa difennet ar boledoù-se er brezel hervez emglev Den Haag war an armoù (1899) abalamour d'ar gloazadennoù spontus a raent war Mab-den e voe berzet d'ar soudarded implijout ar c'hartouchennoù-mañ a-enep da enebourien. Hiziv an deiz e vez implijet e bed ar sportoù tennañ pe evit lazhañ loened bihan pa vezont gwelet evel noazus. Un nebeud armoù kambret e .22 Hornet M4 Survival Rifle M6 Aircrew Survival Weapon AR-5/MA-1 Daveennoù taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Armoù-tan Kalibroù armoù-tan
169290
https://br.wikipedia.org/wiki/J%C3%A9r%C3%B4me%20Legavre
Jérôme Legavre
Jérôme Legavre, bet ganet e 1972 e Roazhon, zo ur politiker gall hag unan eus renerien ar POI. E 2022 e voe dilennet da gannad e Seine-Saint-Denis. An trotskiour ofisiel nemetañ eo e Kambr Kannaded Bro-C'hall. Notennoù Ganedigezhioù 1972 Politikourien c'hall Tud eus Roazhon
169291
https://br.wikipedia.org/wiki/Jurisdicci%C3%B3n%20de%20Lara
Jurisdicción de Lara
Jurisdicción de Lara zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169292
https://br.wikipedia.org/wiki/Jurisdicci%C3%B3n%20de%20San%20Zadornil
Jurisdicción de San Zadornil
Jurisdicción de San Zadornil zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169293
https://br.wikipedia.org/wiki/Cerezo%20de%20R%C3%ADo%20Tir%C3%B3n
Cerezo de Río Tirón
Cerezo de Río Tirón zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169294
https://br.wikipedia.org/wiki/Belbimbre
Belbimbre
Belbimbre zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169295
https://br.wikipedia.org/wiki/Vallu%C3%A9rcanes
Valluércanes
Valluércanes zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169296
https://br.wikipedia.org/wiki/Vallejera
Vallejera
Vallejera zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169298
https://br.wikipedia.org/wiki/Winchester%20Repeating%20Arms%20Company
Winchester Repeating Arms Company
Ar Winchester Repeating Arms Company a oa ur produer armoù-tan tennata ha munisionoù a bouez e fin an XIXvet ha deroù an XXvet kantved. Krouet e oa bet e 1866 gant Oliver Winchester ha diazezet e oa e New Haven, Connecticut. E adreizhadur barnerezhel e voe lakaet an embregerezh e 1931 ha prenet e voe gant ar Western Cartridge Company a zeuas da vezañ goude an Olin Corporation. Armoù-tan ha munisionoù a vez produet dindan an anv Winchester c'hoazh. Istor Horace Smith ha Daniel Wesson, daou armeurer amerikan, a savas e 1855 ar Volcanic Repeating Arms Company da werzhañ o frodu nevez, ar garabinenn Volcanic. Ur produer rochedoù, Oliver Winchester, a brenas ar braz eus lodennoù an embregerezh. Ne reas ket berzh produioù Volcanic hag e 1857 e voe adprenet he dle gant Oliver Winchester, a adaozas anezhi dindan an anv New Heaven Arms Company. Smith ha Wesson a savas diwezhatoc'h Smith & Wesson, un embregerezh armoù brudet. Berzh a reas an New Heaven Arms Company gant ar fuzuilh Henry, ur fuzuilh dennata hep taboulin ebet, enni 15 kartouchenn. E 1866 e savas dizemglev etre Benjamin Henry, krouer ar garabinenn Henry, hag Oliver Winchester. Hemañ a adaozas an embregerezh hag adanvet e voe Winchester Repeating Arms Company. E 1880 e varvas Oliver Winchester, evel e vab hag heulier William Wirt un nebeud mizioù war e lerc'h. Kenlabourat a reas an embregerezh gant an ijinour armoù brudet John M. Browning etre 1883 ha 1898. Frouezhus e voe ar c'henlabour-se ha berzh a reas Winchester d'ar mare-se, ken niverus ha modern e oa an ijinadennoù degaset gant Browning. Brezel Bed Kentañ E-pad ar Brezel Bed Kentañ e produe Winchester fuzuilhoù Enfield M1914 kambret e .303 British evit ar Rouantelezh-Unanet ha fuzuilhoù Enfield M1917 kambret e .30-06 Springfield evit an U.S. Army. Er memes mare ec'h ijinas John Browning ar Browning Automatic Rifle (BAR) hag e voe krouet gant ijinourien Winchester asambles gantañ ar c'halibr munisionoù .50 BMG (12.7 x 99 mm) da vont ennañ. Kalz arc'hant a oa bet amprestet gant an embregerezh Winchester e-pad ar brezel evit brasaat he froduerezh. Goude ar brezel he doe poan o restaoler an arc'hant-se abalamour da zigresk ar goulenn war an armoù hag ar munisionoù goude 1919. Armoù nevez a voe ijinet evel an M1 Carbine e 1925, met ne zeuas ket an embregerezh a-benn da vont dreist an Enkadenn Veur. Freuzstal a reas hag adprenet e voe gant ar familh Olin. Eil Brezel Bed E-pad an Eil Brezel Bed e voe produet armoù-tan hiniennel e uzinoù Winchester, evel an M1 Garand hag an M1 Carbine. Goude ar brezel e produas ivez fuzuilhoù M14. Hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh ar merk Winchester gant an Olin Company a brodu munisionoù dindan e anv. Daou embregerezh o deus ul lisañs evit produiñ armoù-tan dindan an anv Winchester : an FN Herstal (Belgia) ha Browning (SUA). Munisionoù ijinet gant Winchester An embregerezh a ijinas kalibroù munisionoù e-touez ar re vrudetañ, dreist-holl a-drugarez d'e labour gant John Browning. Ar braz anezhe a vez produet c'hoazh. Daou anezhe a zo chomet evel munisionoù standard armeoù AFNA (an .308 en e stumm milourel hag an .50 BMG). .30-30 Winchester (.30 WCF) .308 Winchester .300 Winchester Magnum .22 WMR (.22 Magnum) .50 BMG .44 Henry .44-40 WC .270 Winchester .243 Winchester .350 Legend Tro-dro da Winchester Er western Winchester '73 (1950) e kemer perzh an aktour James Stewart en ur genstrivadeg evit gounit ur garabinenn Winchester M1873 ispisial : hervez ar vojenn e veze produet ur garabinenn dreistordinal diwar vil gant Winchester, uheloc'h e galite evit ar re all. Dastumadeg armoù, munisionoù ha dafar an embregerezh a zo er mirdi Cody Firearms Museum e Cody, e Wyoming. Daveennoù Embregerezhioù armoù-tan Embregerezhioù SUA
169299
https://br.wikipedia.org/wiki/Belorado
Belorado
Belorado zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169300
https://br.wikipedia.org/wiki/Berberana
Berberana
Berberana zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169301
https://br.wikipedia.org/wiki/Caleruega
Caleruega
Caleruega zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169302
https://br.wikipedia.org/wiki/Trespaderne
Trespaderne
Trespaderne zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169303
https://br.wikipedia.org/wiki/.408%20CheyTac
.408 CheyTac
Ar .408 CheyTac, .408 Cheyenne Tactical pe 10,36 x 77 mm (anv metrek) a zo ur munision armoù-tan hiniennel produet gant an embregerezh amerikan CheyTac USA LLC abaoe 2001. Implijet e vez er fuzuilhoù a-bell ha resis e chom betek 2,000 metr hervez ar produer. Ur munision galloudus-tre eo, produet gant un dornadig embregerezhioù, ha ne vez ket implijet gant kalz tennerien abalamour d'e briz uhel (war-dro 100 gwech keroc'h evit ar munisionoù .22 LR da skouer). D'an 29 a viz Here 2016 e voe savet ur rekord tennañ a-bell gant Benjamin Gineste, ur soudard gall, a dennas teir gwech en ur sibl war-hed 4.150 metr gant ur fuzuilh custom kambret e .408 Chey Tac. Fuzuilhoù kambret e .408 CheyTac Beretta - Victrix Armaments "Tormentum" BCM Europearms S.a.s. rummadoù fuzuilhoù CheyTac Intervention - CheyTac LLC. E.D.M. Arms XM04 PGWDTI Timberwolf Lobaev Sniper Rifle G.A.C precision rifles RND Manufacturing, Inc. Tactilite T1 (single-shot) AR-15 .408 Chey Tac upper THOR XM408 Vigilance Rifles VR1 Desert Tech HTI Cadex Defence CDX-40 Shadow Daveennoù Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Armoù-tan Kalibroù armoù-tan
169304
https://br.wikipedia.org/wiki/Meurlarjez%20al%20Loened
Meurlarjez al Loened
Meurlarjez al Loened (Le Carnaval des animaux e galleg) zo un heuliad pezhioù sonet ennañ 14 luskad, gant ar sonaozour gall Camille Saint-Saëns e 1896. Padout a ra etre 22 ha 30 munutenn. Levrlennadur Ar skrid Oberennoù sonerezhel
169305
https://br.wikipedia.org/wiki/Berzosa
Berzosa
Berzosa zo un anv spagnolek ha hini meur a lec'h : Kumunioù Berzosa de Bureba, e proviñs Burgos, Berzosa del Lozoya, e kumuniezh Madrid. Ranngumunioù Berzosa, e Burgo de Osma-Ciudad de Osma, en proviñs Soria, Berzosa de los Hidalgos, e Micieces de Ojeda, en proviñs Palencia. Pennad kar Berzosilla
169306
https://br.wikipedia.org/wiki/Berzosilla
Berzosilla
Berzosilla zo ur gumun eus proviñs Palencia, e Spagn.
169307
https://br.wikipedia.org/wiki/Pozo%20de%20Urama
Pozo de Urama
Pozo de Urama zo ur gumun eus proviñs Palencia, e Spagn.
169308
https://br.wikipedia.org/wiki/San%20Nicol%C3%A1s%20del%20Puerto
San Nicolás del Puerto
San Nicolás del Puerto zo ur gumun eus Spagn e proviñs Sevilla, e kumuniezh emren Andalouzia.
169309
https://br.wikipedia.org/wiki/Velliza
Velliza
Velliza zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
169310
https://br.wikipedia.org/wiki/Hornillos%20de%20Eresma
Hornillos de Eresma
Hornillos de Eresma zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
169312
https://br.wikipedia.org/wiki/Moral%20de%20la%20Reina
Moral de la Reina
Moral de la Reina zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
169313
https://br.wikipedia.org/wiki/Monasterio%20de%20Vega
Monasterio de Vega
Monasterio de Vega zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Valladolid, en Kastilha ha León. Kumunioù Kastilha ha León
169314
https://br.wikipedia.org/wiki/Manurhin%20MR%2073
Manurhin MR 73
Ar Manurhin MR 73 zo ur revolver gall un ober ha daou ober produet adalek 1973, da gentañ gant an embregerezh Manurhin e Mìlhüsa. Savet e oa bet gant Gilbert Maillard, ijinour e Manurhin, evit respont da c'houlenn polis hag Archeriezh vroadel Frañs evit o nerzhioù ispisial (RAID, GIGN ha GIPN). Produet e vez gant an embregerezh Chapuis Armes abaoe 1998 . Tost-tre eo gwikefre ha stumm an arm-mañ ouzh reoù ar Smith & Wesson Model 19. Brudet eo an MR 73 evit bezañ solut, resis ha fiziapl. Hervez dielloù an Archeriezh vroadel e voe tennet ouzhpenn 150.000 kartouchenn e skouerennoù zo eus relvoverioù MR 73 ar GIGN : ar pezh nemetañ a voe ret cheñch e voe biñs an dornikez. Implijet e veze kartouchennoù .38 Special enne e plas ar re .357 Magnum evit esperniañ arc'hant hag evit izelaat ar riskl gwallzarvoudoù : abalamour ma oa kreñvoc'h galloud-toullañ an .357 Magnum e oa bet gloazet pe lazhet tud gant boledoù o doa treuzet sibloù ar polis. Implij Implijet eo bet an MR 73 gant servijoù gall evel ar polis broadel, an Archeriezh Vroadel hag an ONCFS (bremañ Office Français de la Biodiversité). Kemeret eo bet e blas gant ar pistolennoù Beretta 92G (PAMAS) pe Glock 17 kambret e 9 × 19 mm Parabellum. Implijet e vez c'hoazh gant an Nerzhioù Ispisial peogwir ne skoilh ket hag e c'hall tennañ munisionoù galloudus en ur mod resis. Roet ez eus bet skouerennoù eus an MR 73 d'ar polis kêr e lec'hioù zo adalek 2014. Adstummoù Défense : kanol 2,5 da 5,25 meutad, kouch difiñv Sport : kanol 3 da 10,75 meutad, bizerez a c'haller reoliñ Gendarmerie : adstumm an hini Sport gant ur vizerez war-zinaou MR 38 Match, MR 32 Match, MR 22 Match Daveennoù Levrlennadur Jean-Pierre Bastié ha Daniel Casanova, Les pistolets Manurhin: pistolets automatiques, revolvers et fusils d'assaut, Chaumont, ti-embann Crépin-Leblond, 2015 R. Caranta, Les Armes de votre défense, Balland, 1977 R. Caranta, Pistolets & Revolvers d'aujourd'hui, 5 levrenn, Crépin-Leblond, 1998-2009 Jean-Louis Courtois, Le MR 73 à l'épreuve des réceptions administratives, Cibles, no 610,‎ miz Ebrel 2021, p. 56-61 (ISSN 0009-6679) Liammoù diavaez Pajenn ofisiel ar Manurhin war lec'hienn Chapuis Armes (galleg) Pajenn ar Manurhin MR-73 war lec'hienn nann-ofisiel gign.org (galleg) Armoù-tan Revolverioù Armoù Bro-C'hall
169316
https://br.wikipedia.org/wiki/Arc%27houest
Arc'houest
An arc'houest zo ul lid prevez sevenet a-raok an obidoù (anvadurioù all : arvest hag arkuz) pa vez tud ar familh hag endro sokial an den marv o tont tro-ha-tro hag eurioù-pad dirak an c'helan pe tal an arched betek ma vo kaset ar c'horf d'al lec'h ma vo dalc'het ul lid publik ennañ. Liesseurt eo ar boazioù hervez ar sevenadurioù lec'hel ha dalc'het e vez ar veilhadeg pe e ti an den aet da Anaon pe en un ti-kañv pe en ur greizenn gumuniezh pe en ul lec'h all. Pal pennañ al lid a zo kinnig ur prantad amzer evit ma vo eztaolet soñjoù ha santadoù da geñver an den marvet, a vouezh uhel pe ez-prevez. Diwar ar vodadeg en enor d'an den kollet e tiskler e gumuniezh e tegas ur souten d'ar familh. Un aergelc'h pozitiveloc'h eget hini an obidoù a santer a-wezhoù e-pad ar veilhadeg, pa 'z eus anv eus ar vuhez renet gant an den da gentañ holl, a-raok bezañ dispeg dioutañ. Gerdarzh ha furmoù liammet Beilhadeg-noz ar re varv eo ster spesadek ar ger arc'houest ha kenstag eo ouzh ar ger arc'heust a gaver e geriadur Loeiz ar Pelleter. Ar rakger ar- a ro da soñjal e c'hellfe bezañ heuliet gant an anv-kadarn gouest. Koulskoude o vezañ ma kaver ar ger arvest gant ar ster spesadek e lec'hioù zo evit al lid pa vez kavet arvest, ur ster boutinañ gantañ, arvest = spectacle e geriadur Gregor Rostrenenn evit un dra pe un darvoud a sach an evezh. Sellout a-bann ouzh un degouezh ha sellout pizh ouzh un c'horf marv a lak da intent petra eo un arc'houest. Troioù-lavar all a c'hell bezañ implijet : noz-veilh, beilhadeg an Anaon. Beg an Arc'houest eo anv ar beg-douar brudet evit e annezidi illur kozh e Plaeraneg. Breizh Iwerzhon Kembre Levrlennadur Anatol ar Braz, La légende de la Mort chez les Bretons armoricains, 1902. Chanoine Pérennès, La mort en basse Bretagne, Eskopti Kemper ha Leon, 1924, 24 p.. Brassellet d'an 29 a viz Kerzu 2023. Pennadoù nes Chapel wenn Kañvambroug Obidoù Oferenn deiz-ha-bloaz Oferenn drantell Sav-korf Gwelet ivez Lyke-Wake Dirge Notennoù ha daveennoù Marv (kustumoù) Obidoù
169317
https://br.wikipedia.org/wiki/M1%20%28karabinenn%29
M1 (karabinenn)
Ar garabinenn M1 (M1 Carbine e saozneg) zo un arm-skoaz bet produet gant Winchester hag embregerezhioù all adalek miz Gwengolo 1941. E-pad an Eil Brezel-bed e oa bet an arm hiniennel produetañ gant industrielezh Stadoù-Unanet Amerika (6.332.000 a skouerennoù). Orin E-pad ar Brezel Bed Kentañ en doa gwelet an US Army ne oa ket efedus ar bistolenn Colt M1911 etre daouarn soudarded al linennoù a-dreñv. Goulenn a reas e 1938 e vije savet ur garabinenn skañv, aes da implijout, a c'hallje kemer plas pistolenn ar soudarded ne oa fuzuilh ebet gante (M1 Garand pe Springfield M1903). An ofiserien, ar vindrailherien, ar geginerien, ar vleinerien hag an holl soudarded ne oa ket o labour nesañ en em gannañ a c'hallje evel-se kaout un arm resis goude 20 metr, er c'hontrol d'ar bistolenn. Implij an harzlammerien gant an Alamaned da vare Blitzkrieg 1940 a gendrec'has ivez an Amerikaned e oa ret kaout un arm skañv (dindan 2,3 kg) ha gouest da dennañ war-hed 270 metr evit pourveziañ soudarded ar strolladoù-se. Meur a saver armoù a ginnigas raktresoù. Hini Winchester az eas ar maout gantañ a-enep an Thompson Light Rifle ha reoù all. Gwikefre Un tamm heñvel e c'hall seblant an M1 ouzh an M1 Garand, koulskoude n'eo ket ur stumm berraet anezhañ. Ar piston tennañ gazoù da skouer a zo bet savet a-ratozh-kaer evitañ gant an ijinour William Marshall. Tennañ a ra ur munision .30 Carbine (7,62 × 33 mm), dezhañ ur galloud etre reoù bolotennoù pistolenn ha fuzuilh. Produerezh Produerezh e-pad ar brezel Winchester a c'hounezas ar galv evit ar garabinenn nevez met n'halle ket produiñ an holl skouerennoù goulennet (800.000 da gentañ, ouzhpenn 6.000.000 goude). Un taol-kaer e voe dasparzhañ al labour etre an holl embregerezhioù a broduas pezhioù an arm adalek miz Gwengolo 1941. En o zouez e oa General Motors, IBM, Underwood (produer skriverezed), Rock-Ola (produer juke-boxes) hag Inland (a savas ar brasañ niver a skouerennoù eus an M1). Abalamour d'an eskemm pezhioù etre an embregerezhioù o deus ar c'harabinennoù M1 un niverenn-steudad hepken skrivet war voest o c'hulasenn, pa veze skrivet war pep pezh eus an armoù all d'ar poent-se. Dre se eo diaes gouzout hag eo a-orin holl bezhioù un M1. Ouzhpenn-se ez eus distroet meur a skouerenn anezhe d'an arsanailhoù evit bezañ kempennet pe gwellaet oc'h ouzhpennañ elfennoù dezhe : kouch, surentez, morailh ar c'harger... Produerezh goude ar brezel 10.000 skouerenn eus ar garabinenn zo bet produet e Japan gant an embregerezh Howa evit marc'had Azia. Israel en deus produet adstummoù eus an USM1 evit o folis hag o soudarded n'o doa ket ezhomm eus fuzuilhoù-arsailh.. O lammoù plegus zo graet en un danvez sintetek. Un nebeud embregerezhioù amerikan a brodu c'hoazh karabinennoù M1 a galite. Kargerioù 15 ha 30 tenn a vez savet e Korea ar Su. Dre ma oa bet produet kalz skouerennoù eus an M1 e-pad ar brezel eo aes kavout pezhioù distag. Implij Buan e plijas ar garabinenn d'ar soudarded. Skañvoc'h e oa evit ar fuzuilh M1 Garand, uheloc'h hec'h endalc'had (15 kartouchenn a-enep 8), met berroc'h hec'h hed-tenn (300 m a-enep 800 m). Pourveziet e voe an harzlammerien ganti hag e tiskouezas bezañ talvoudus d'ar Marines e brezel ar Meurvor Habask peogwir ne vergle ket he munisionoù .30 Carbine e glebor ar janglenn. Pourveziet e voe ivez rezistañted Bro-C'hall ganti. Priziet e oa evit hec'h implij aes en oberioù guerilla. An Alamanted o-unan a zivizas implijout anezhi dindan an anv Selbstladekarabiner 455 (a) ur wech ma voe rastellet un niver a skouerennoù uhel a-walc'h gante. Priziet e oa gant ar Wehrmacht koulz gant an SS ha kartouchennoù a voe produet gant Alamagn evit pourveziañ anezho. Implijet e voe e meur a vrezel gant an Amerikaned betek ar bloavezhioù 1960 ha gant o c'hevredidi betek ar bloavezhioù 1970 : Bro-C'hall, Su Viêt Nam, Korea ar Su, Beljia, ar braz eus broioù Suamerika hag un nebeud broioù en Afrika.. Gant Frañs e voe implijet an M1 e brezelioù Indez-Sina ha Aljeria. Ar Police Judiciaire a viras skouerennoù betek ar bloavezhioù 1990 abalamour da c'halloud izel he munisionoù, a gorde gant o ezhommoù. Stummoù M1 kentañ hag eil stumm, disheñvel o c'houch reolius an eil (100 ha 250 m) diouzh egile (50, 75, 100 ha 250 m) ; M1A1 : stumm evit an harzlammerien. Tost ouzh an M1 met dezhañ ul lamm plegus e metal. 150.000 skouerenn produet ; M2 : stumm cheñchet evit gellet tennañ 750 tenn / munutenn. Ar c'harger zo brasoc'h (30 kartouchenn) ha kromm. Produet e voe 500.000 skouerenn eus an M2 adalek miz Ebrel 1945. Stummoù M1 a oa bet ivez treuzfeurmet e M2 a-drugarez d'ur kit T17. O fust a oa didoullet evit yenaat an arm buanoc'h ; M3 : stumm evit tennañ a-bell diouzh noz, montet warnañ ar sistem bukañ isruz Bell & Howell M2 Sniperscope (pe T120). Produet e voe 1.900 skouerenn eus an M3 nemetken adalek miz Eost 1945. Implijet e voe e brezel Korea dreist-holl. Notennoù ha daveennoù Armoù-tan Karabinennoù Armoù SUA
169319
https://br.wikipedia.org/wiki/Rouantelezh%20Galizia%20ha%20Lodomeria
Rouantelezh Galizia ha Lodomeria
Rouantelezh Galizia ha Lodomeria (alamaneg : Königreich Galizien und Lodomerien ; poloneg : królestwo Galicji i Lodomerii ; ukraineg : Королівство Галичини і Лодомерії korolivstvo Halychyny i Lodomeriyi) a oa ur stad istorel en Europa adalek 1772 betek 1918, dindan gwarez an tiegezh Habsbourg-Loren. Savet e oa bet e dibenn an pa voe rannet Polonia. Lviv (en ukraineg ; Lemberg en alamaneg) e oa ar gêr-benn. Galizia ha Lodomeria
169321
https://br.wikipedia.org/wiki/The%20Merry%20Men%20and%20Other%20Tales%20and%20Fables
The Merry Men and Other Tales and Fables
The Merry Men and Other Tales and Fables zo un dastumad kontadennoù saoznek gant Robert Louis Stevenson e 1887. An holl anezho a oa bet embannet e kelaouennoù er bloavezhioù kent. The Merry Men, 1881 Will O' the Mill, 1877 Markheim, 1884 Thrawn Janet, 1881 Olalla, 1884 he Treasure of Franchard, 1882 Ar skrid orin The Merry Men and Other Tales and Fables e wikisource. Levrioù 1887 Levrioù saoznek
169324
https://br.wikipedia.org/wiki/Guild%20wars%20%28heuliad%20c%27hoario%C3%B9%20video%29
Guild wars (heuliad c'hoarioù video)
Guild Wars zo anv un heuliad c'hoarioù video doare RPG ha liesc'hoarier sevenet gant ArenaNet hag embannet gant NCSOFT. Ar c'hoarioù a zo bet burutellet mat hag enoret gant meur a briz evel hini ar gwellañ Massively Multiplayer Online Role-Playing Game (MMORPG). Guild Wars a zo bet gwelet evel "ar c'hentañ MMO bras diazezet gant un doare arc'hantaouiñ ha n'eo ket hini ar c'houmanantoù miziek", enoret eo ivez a-fed grafikoù met o vezañ c'hoariet gant urzhiataerezhioù izel. E miz Ebrel 2009, NCSoft en doa embannet e oa bet gwerzhet 6 milion a gopiennoù eus ar c'hoarioù eus an heuliad Guild Wars. An heuliadenn gant pevar DLC bras, Guild Wars 2, a oa bet kelaouet e miz Meurzh 2007 hag embannet d'an 28 a viz Eost 2012. Gwellaet eo bet ar grafikoù, kemmet an doare c'hoari, ha kenderc'hel a ra gant hengoun ar c'hoari diazez Guild Wars o vezañ hep koumanant. Ar franchiz Guild Wars en doa tizhet 11,5 milion a gopiennoù gwerzhet e miz Eost 2015. Oberennoù ar franchiz Labourioù liammet Ar c'hoari bedoù kemesket gant NCSoft anvet Master X Master ; kavet e vez Rytlock eus Guild Wars 2 evel tudenn a c'haller c'hoari ganti. Liammoù diavaez Lec'hienn ofisiel Notennoù ha daveennoù MMORPG MMOG Heuliadoù c'hoarioù video C'hoarioù video liesc'hoarier Franchizoù
169327
https://br.wikipedia.org/wiki/C%27hoari%20video%20enlinenn%20bras-niver
C'hoari video enlinenn bras-niver
Ur C'hoari video enlinenn bras-niver (eus ar saozneg: massively multiplayer online game, berraet en MMOG pe MMO) a vez graet eus ur c'hoari video a vez c'hoariet enlinenn gant e-leizh a c'hoarierien war ar memes servijer. Dre vras ar c'hoarioù MMO a vez savet gant ur bed digor ha padus. An tu a zo da c'hoari ar c'hoarioù-se war meur a savenn hervez ar c'hoari gant ar redi bezañ liammet gant internet: urzhiataer personel, koñsolennoù c'hoarioù video, pe poellgomzoù. Ar c'hoarioù video doare MMO a ro an tu d'ar c'hoarierien da labourat kengred pe da vezañ kevezerien etrezo ha war ur skeul ramzel. Hervez ar c'hoari eo posubl kaout eskemmoù gant tud eus ar bed a-bezh. Lies eo ar c'hoarioù ivez hervez an doare ha kavet e vez eus an holl rummadoù c'hoarioù video disheñvel (FPS, MMORPG, strategiezh...). Liammoù diavaez Listenn Steam c'hoarioù doare enlinenn bras-niver C'hoarioù video liesc'hoarier MMOG Geriaoueg ar c'hoarioù video
169328
https://br.wikipedia.org/wiki/Jean-Jacques%20Henner
Jean-Jacques Henner
Jean-Jacques Henner (Barnwiller, Roen-Uhel, – Pariz, zo ul livour gall a orin elzasat. Kalz oberennoù en deus laosket war e lerc'h, skignet e meur a virdi. Brudet e oa evel poltredour en e amzer, hag evel livour maouezed gwenn o c'horfoù ha rous o fennadoù blev. E 1889 e voe dilennet en Akademiezh an Arzoù-kaer. Ganedigezhioù 1829 Marvioù 1905 Livourien c'hall
169329
https://br.wikipedia.org/wiki/Kastell%20an%20Alre
Kastell an Alre
Kastell an Alre a oa ur c'hastell-kreñv en Alre e departamant Mor-Bihan e Breizh. Hiriv ne chom nemet dismantroù ur voger anezhañ. An Alre Alre
169330
https://br.wikipedia.org/wiki/Morvezegiezh
Morvezegiezh
Morvezegiezh pe talasoterapiezh (eus gresianeg thalassa therapeia : kur mor) a zo implij dour mor da louzaouiñ ar c'horf. N'eus ket a brouenn skiantel a-fet efedusted. Medisinerezh
169331
https://br.wikipedia.org/wiki/Barnwiller
Barnwiller
Barnwiller (hervez an elzaseg ; Bernweiler en alamaneg, Bernwiller e galleg) zo ur gumun en Elzas e Haut-Rhin. Kumunioù Roen-Uhel
169333
https://br.wikipedia.org/wiki/Ciruelos%20de%20Cervera
Ciruelos de Cervera
Ciruelos de Cervera zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169334
https://br.wikipedia.org/wiki/Madrigal%20del%20Monte
Madrigal del Monte
Ciruelos de Cervera zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169335
https://br.wikipedia.org/wiki/Madrigalejo%20del%20Monte
Madrigalejo del Monte
Madrigalejo del Monte zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169337
https://br.wikipedia.org/wiki/Pe%C3%B1aranda%20de%20Duero
Peñaranda de Duero
Peñaranda de Duero zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169338
https://br.wikipedia.org/wiki/Pe%C3%B1aranda
Peñaranda
Peñaranda zo un anv-lec'h spagnolek hag un anv-tiegezh. Lec'hioù Peñaranda de Bracamonte, kumun e proviñ Salamanca, e Spagn Peñaranda de Duero, kumun e proviñ Burgos, e Spagn Peñaranda (Nueva Ecija), kumun e Filipinez Tud Adalberto Peñaranda, melldroader eu Venezuela
169339
https://br.wikipedia.org/wiki/Roa%20de%20Duero
Roa de Duero
Roa de Duero zo ur gumun e Spagn, e proviñs Salamanca.
169340
https://br.wikipedia.org/wiki/Vallarta%20de%20Bureba
Vallarta de Bureba
Vallarta de Bureba zo ur gumun e Spagn, e proviñs Burgos.
169341
https://br.wikipedia.org/wiki/Atajate
Atajate
Atajate zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia.
169342
https://br.wikipedia.org/wiki/Pizarra%20%28M%C3%A1laga%29
Pizarra (Málaga)
Pizarra zo ur gumun eus Spagn, e proviñs Málaga en Andalouzia.
169343
https://br.wikipedia.org/wiki/Pizarra
Pizarra
Pizarra (maen-glas e brezhoneg) zo un anv-lec'h spagnolek. Pizarra (Cáceres) Pizarra (Málaga) Pennadoù kar Pizarral Pizarro
169345
https://br.wikipedia.org/wiki/CCI%20%28munisiono%C3%B9%29
CCI (munisionoù)
CCI (Cascade Cartridge Inc.), diazezet e Lewiston, Idaho (Stadoù-Unanet Amerika), a zo un embregerezh hag a brodu munisionoù armoù-tan hiniennel hag emorsoù evit adkargañ anezhe. Krouet e oa bet e deroù ar bloavezhioù 1950. Perzh eo bremañ eus ar strollad Vista Outdoor, a zo ivez perc'henn war ar broduerien armoù-tan Savage, Stevens ha war ar merk munisionoù Federal Premium. Produioù CCI he doa krouet ar munision Mini-mag kentañ e 1963. Savet e oa bet ganti e 1975 ar Stinger, ur gartouchenn .22 Long Rifle prim-tre e-touez ar re c'halloudusañ er c'halibr-se. Anavezet mat eo ar merk e bed ar sportoù-tennañ hag implijet e vez he munisionoù gant meur a gleub tennañ. Embregerezhioù armoù-tan Embregerezhioù SUA
169346
https://br.wikipedia.org/wiki/Pizarro
Pizarro
Pizarro zo un anv-tiegezh spagnolek. Tud Francisco Pizarro González (1478-1541), konkistador spagnol e verc'h, Francisca Pizarro Yupanqui (1534-1598) Hernando Pizarro (1502-1578), konkistador spagnol Gonzalo Pizarro (1506-1548), konkistador spagnol Pedro Pizarro (c. 1515- c. 1602), konkistador spagnol e Perou Diego Pizarro del Pozo y Clavijo Gálvez (1586-1655), konkistador spagnol e Chile Cecilio Pizarro (1825-1886), livour spagnol Andrés Pizarro (1937), skrivagner chileat Carlos Pizarro Leongómez (1951-1990), politikour ha guerrillero kolombian
169348
https://br.wikipedia.org/wiki/Mari%20Lwyd
Mari Lwyd
Mari Lwyd pe Y Fari Lwyd (a dalv « ar Werc'hez Santel » pe « ar Gazeg Louet » hervez ar c'hredennoù) zo un hengoun eus Bro-Gembre evit lidañ ar bloavezh nevez, daoust ma c'hall bezañ lidet e-pad ur prantad hir hag a ya eus an Nedeleg betek ar 5 a viz Genver (12 devezh goude an Nedeleg). An dud a ya a-gevret gant un den a-youl vat treuzwisket en ur gazeg, a di da di hag eus an eil tavarn d'eben, da ganañ evit reiñ chañs d'ar berc'henned gant ar spi da vezañ degemeret ouzh o zaol evit rannañ boued hag evaj. Mammennoù Gouelioù Sevenadur Kembre Nedeleg
169349
https://br.wikipedia.org/wiki/Ciruelos
Ciruelos
Ciruelos (prun, e brezhoneg) zo un anv spagnolek ha hini meur a lec'h. Ciruelos (Chile), kêriadenn e kumun Pichilemu, e proviñs Cardenal Caro, e Rannvro O'Higgins. Kumunioù Ciruelos de Cervera, e proviñs Burgos Ciruelos del Pinar, e proviñs Guadalajara Ciruelos (Toledo), e proviñs Toledo Ranngumunioù e proviñs Segovia Ciruelos de Coca, e Coca (Segovia) Ciruelos (Segovia), e Carabias Stêr Río Ciruelos, adstêr d'an Arlanza, e proviñs Burgos
169350
https://br.wikipedia.org/wiki/Kerloc%27h
Kerloc'h
Kerloc'h zo un lec'hanv hag un anv-tiegezh e Breizh, a orin eus Bro ar C'hab. Tud Jean-Marie Kerloc'h, maer Plogo Amélie Kerloc'h, maerez Plogo Pêr-Vari Kerloc'h, drouiz-meur Goursez Breizh Gurvan Kerloc'h, mab da Bêr-Vari Kerloc'h, maer Gwaien Jean Kerloc'h (1910-2004), skolaer, saver tonioù, rezistant Jean-Pierre Kerloc'h, skrivagner gall. Lec'hioù Meur a lec'h zo Kerloc'h e anv e Breizh. Kredapl eo Kêr al loc'h an dalvoudegezh. En o zouez e c'haller menegiñ : Loc'h Kerloc'h, e Kraozon
169351
https://br.wikipedia.org/wiki/RWS
RWS
RWS GmbH (Rheinisch-Westfälischen Sprengstofffabriken) zo un embregerezh munisionoù chase ha sport diazezet e Fürth (Bavaria). Istor E 1855 e krogas Heinrich Utendoerffer da sevel emorsoù en e labourva e Nürnberg. E 1889 e voe adprenet e stal gant an embregerezh Rheinisch Westfälische Sprengstoff-Actien-Gesellschaft ha savet un uzin e Fürth, nepell alese. Da vare ar Brezel Bed Kentañ e teuas RWS da vezañ ur produer emorsoù a bouez. E 1931 e voe adprenet gant Dynamit Nobel AG. Daou galibr kartouchennoù chase evit ar fuzuilhoù Gewehr 98 a voe ijinet gant August Schüler ha produet gant RWS adalek ar bloavezhioù 1930 : ar 6,65 x 68 RWS hag an 8 x 68 S. Bombezet e voe an uzinoù en Eil Brezel Bed abalamour ma produe RWS kartouchennoù evit an arme alaman. Nebeud a zistruj a voe avat hag e kendalc'has ar produiñ betek 1945. Abaoe fin ar brezel e vez produet kartouchennoù chase ha tennañ gant RWS. Perzh eo bremañ eus ar strollad Beretta Holding. Ar strollad RWS GmbH a brodu munisionoù dindan anvioù merkoù all (Geco, Rottweil) pe reduered-son evit an armoù dindan ar merk Hausken. Uzin Fürth-Stadel War-dro 1500 den a labour bremañ evit an embregerezh e Fürth. 100 devezh-arat eo gorread al lec'h-produiñ-se. 35 stand-tennañ a gaver war al lec'h da esaeañ ar munisionoù produet. Sponsoring Gant ar merk e vez pourvezet ha sponsorizet sportourien pe skipailhoù tennañ, en o zouez : skipailh broadel tennañ Frañs skipailh broadel tennañ Hungaria skipailh broadel pistolenn Breizh-Veur skipailh broadel biathlon Suis kevredad broadel tennañ Suis kevredad broadel tennañ Alamagn Daveeennoù Embregerezhioù armoù-tan Embregerezhioù Alamagn
169354
https://br.wikipedia.org/wiki/Jean-Marie%20Kerloc%27h
Jean-Marie Kerloc'h
Jean-Marie Kerloc'h a oa maer Plogo d'ar mare ma klaskas ar stad c'hall sevel ur greizenn nukleel e Plogo, a-raok 1981. Notennoù Maered Breizh
169356
https://br.wikipedia.org/wiki/.22%20WMR
.22 WMR
Ar .22 WMR , .22 Winchester Magnum Rimfire ,.22 Magnum pe .22 Mag zo ur c'halibr ijinet e 1959 gant an embregerezh amerikan Winchester. Galloudusoc'h eo evit an .22 Long Rifle. E voled a c'hall bezañ gwisket pe lakaet drajez plom ennañ. Ar munision nemetañ eo en deus graet berzh e-touez ar re skoet war o zro savet en XXvet kantved. An arm kentañ kambret e .22 WMR a oa ar Winchester Model 61 (1960). Un nebeud armoù kambret e .22 HWR Fuzuilhoù ha karabinennoù En o zouez ez eus fuzuilhoù daouhanter a ginnig ur c'hanoll all kambret e kalibr 12. Marlin Model 57M Levermatic Savage Model 24 Winchester Model 61, 275 ha 255 Chiappa Double Badger Springfield Armory M6 Scout Chiappa M6 Survival Gun Ruger 10/22 Remington Model 597 Savage arms A22 magnum Revolverioù Ar merkoù-mañ o deus produet revolverioù kambret e .22 HWR : Smith & Wesson Colt Taurus North American Arms Heritage Arms Sturm Ruger Pistolennoù damaotomatek Kel-Tec, Grendel hag AMT o deus produet pistolennoù e .22 HWR. Daveennoù Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP Kalibroù armoù-tan
169358
https://br.wikipedia.org/wiki/Ferragosto
Ferragosto
Ferragosto zo ur gouel a vez lidet en Italia hag a zegouezh d'ar 15 a viz Eost. Koshoc'h eo eget ar gouel katolik a zegouezh en deiz-se ivez, Gouel Maria Hanter-Eost. Gouelioù Sevenadur Italia
169359
https://br.wikipedia.org/wiki/Ciruelos%20%28Toledo%29
Ciruelos (Toledo)
Ciruelos zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo.
169360
https://br.wikipedia.org/wiki/Chueca%20%28Toledo%29
Chueca (Toledo)
Chueca zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo.
169361
https://br.wikipedia.org/wiki/Cazalegas
Cazalegas
Cazalegas zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo e Castilla-La Mancha, e komark Sierra de San Vicente. E 2023 e oa 1973 a dud o chom enni.
169362
https://br.wikipedia.org/wiki/Cebolla
Cebolla
Cebolla zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo.
169363
https://br.wikipedia.org/wiki/Carriches
Carriches
Carriches zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo.
169364
https://br.wikipedia.org/wiki/Mocej%C3%B3n
Mocejón
Mocejón zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo.
169365
https://br.wikipedia.org/wiki/Ugena
Ugena
Ugena zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo.
169366
https://br.wikipedia.org/wiki/Turleque
Turleque
Turleque zo ur gumun e Spagn, e proviñs Toledo. 702 a dud a oa e 2023.